fallakr
Neuz
Brezhoneg
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | fallakr |
Derez-uheloc'h | fallakroc'h |
Derez-uhelañ | fallakrañ |
Derez-estlammiñ | fallakrat |
fallakr /faˈlak(r)/ ; derez-kevatal : ken fallakr / ker fallakr.
- A ra droug, traoù kontrol d'ar vuhezegezh ; drouk (diwar-benn an dud)
- War an eskibien e kouezhas da gentañ gwallyoul an dud fallakr : [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 15.)
- [...] ; « ne zaleo ket ar vuntrerien fallakr ha digalon-sont da vont en o hent. [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 146.)
- — It atao, dispac'herien fallakr ha digaloun, eme-ve dign va-unan, m'hen talvezo d'eoc'h! — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 85.)
- — Nec'h euz great netra fall ebed? Diskouezet e vezo d'id. — Soudarded, stagit he zaouarn adren he gein d'ar belek fallakr-se ha kasit-hen var eeun d'ar prizoun. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 226.)
- Jilig. — Na pebez yudazerez ! An dud evelato a zo fallakr spontus, lod anezo ! — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 29.)
- Emgar, pizh, skragn
- N'ho-peus ket ezomm da vond da houlenn digand honnez : honnez a zo fallakr. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 158.)
- Ouzin-me ne oa ket fallakr ; ouz he zud e oa. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 158.)
Gerioù enepster
Deveradoù
Troidigezhioù
- galleg : mauvais (fr) , méchant (fr) , pervers (fr) , scélérat (fr) , vicieux (fr)
- galleg : avare (fr) , égoïste (fr)
Anv-gwan
fallakr /faˈlak(r)/ (liester fallakred ).
- den fall