[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

evor

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Etimologiezh

(Anv-kadarn 1)
Eus ar c'hrennvrezhoneg (h)euor, deuet eus ar ger keltiek *eburos « ivin » a zeu eus ar wrizienn indezeuropek *h₁ebʰros a gaver er gerioù Eberesche « kerzhin-evned » en alamaneg ha bërshen « ivin » en albaneg.
Da geñveriañ gant an anvioù-kadarn evor « korz-babouz » e kerneveureg, efwr « korz-babouz » e kembraeg, iubhar « ivin » e skoseg hag iúr en iwerzhoneg.
(Furm-verb)
Savet diwar ev-, pennrann ar verb evañ, hag an dibenn-ger -or.
Evor (1), Frangula alnus

Anv-kadarn 1

evor /ˈeː.vor/ strollder (unanderenn : evorenn)

  1. (Louzawouriezh) Brousgwez Eurazia, o anv spesad Frangula alnus, laoskus o rusk, obovalek ha blouc'h o delioù dibad, dezho bleuñv e toennadoù-bleuñv didroadenn ha hugennoù ruz fall da zebriñ a zua pa vezont azv.
    • Ar griziou Evor a zo mad da skarza ar c'horf. O veza ma z'eo ampoëzon bras, ez eo gwelloc'h kemer traou all ha lezer an Evor etre daouarn an dud desket. — (Loeiz ar Floc'h, Louzaouoni vrezonek, Ar Bobl, 11 Here 1913, p. 2e.)

Adstummoù

Deveradoù

Troidigezhioù

Evor (2) du, Helleborus niger

Anv-kadarn 2

evor /ˈeː.vor/ hollek gourel

  1. (Louzawouriezh) Plant eus ar genad Helleborus.

Deveradoù

Gerioù kevrennek

Troidigezhioù

Furm verb

evor /ˈeː.vɔr/

  1. Furm dic'hour ar verb evañ en amzer-da-zont an doare-disklêriañ.