bloavezh
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar ar gerioù bloaz ha gwezh.
- Testeniekaet er c'hrennvrezhoneg ha meneget er C'hatolikon (bloazuez).
Anv-kadarn
bloavezh /ˈblwaːves/, /ˈblaːwes/, /ˈblaːves/, /ˈblaːes/ gourel (liester : bloavezhioù)
- Ger a dalvez da bouezañ war pad ur bloaz.
- E-pad bloavezhioù ha bloavezhioù.
- Bloaz.
- Ar Bloavezh 2008.
- E-pad daou vloavezh
- [...], rak nao blavez kraza a ia gand eur sourrad avel. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 280.)
- Evit ar bloaz em eus bet ur gwall vloavezh. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 215.)
- Er bloavezh dek ha tri-ugent. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 53.)
- Er bloavezhioù all . — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 53.)
- Souhetiñ, hetiñ bloavezh mat, ar bloavezh mat:
- Kerzh da souhetiñ bloavezh mat d'an aotrou skolaer. . — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 53.)
Doareoù-skrivañ all
- En doare-skrivañ etrerannyezhel e kaver bloawezh.
Gerioù heñvelster
- blezad (stumm gwenedek)