am befe
Neuz
Brezhoneg
Furm verb
am befe /ãmˈbefːe/
- Furm ar verb en devout/kaout e kentañ gour unan an amzer c'hallus, en doare-divizout
- N'em eus ket a c'hoant da lavaret deoc'h ar pezh a reas pep hini ac'hanomp, re am befe da ober ; [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 220.)
- — C'hoant bras am befe, emezi, da c'houzout abalamour da betra n'hoc'h eus biskoazh graet d'an taolioù treiñ, lammat pe gorolliñ em zi. [...]. — (Jarl Priel, An Teirgwern Pembroke, Al Liamm, 1959, p. 15.)
Gerioù kar dre o ster
Notenn
- ↑ Savet diwar ar rannig-verb a ha 'm ; implijet e vez war-lerc'h ur rener (ar raganv-gour me) pe ur renadenn eeun, sañset.