[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Yves

Eus Wikipedia

Yves zo un anv-badez gallek. Dont a ra pe eus an anv galianek Ivo (Iuo) hag a zeu eus ar ger keltiek kozh iuos (ivin), pe eus ar proto-germanek *īwō hag a zeu eus ar proto-indez-europat *h₁eyHweh₂ (ivin ivez).

E Breizh eo un anv brudet peogwir eo anv gallek Sant Erwan Landreger, pe Yves Hélory de Kermartin, Ivo e anv latin, alvokad ha sant brudetañ Breizh.

  • Yvon evit ar baotred ; Yffick (un hiron a stag al lostger-bihanaat brezhonek ouzh an anv gallek, skrivet neoazh e-giz ma vez klevet digant ar vrezhonegerien)
  • Yvette, Yvonne evit ar merc'hed

Stummoù kemmesket

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jean-Yves, Pierre-Yves, Yves-Marie, Jacques-Yves