Xun Zi
Xun Zi, sinaeg 荀子, pinyin Xún Zĭ, "Mestr Xun" (313 – 238 KJK)[1] a oa ur prederour sinaat konfusian eus Marevezh ar Stadoù Brezelour (475-221 KJK).
En enep da vennozhioù ar prederour konfusian MENG Zi (372-289 KJK) a embanne natur vat an dud e soñje Xun Zi e oa fall an natur-se. Ret eo oa hervezañ kemmañ techoù enganet mab-den dre ar gelennerezh hag al lidoù. Evitañ, reizhañ mab-den e oa pal reolennoù ar vuhezegezh.
En he doare e voe prederouriezh Xun Zi klokoc'h ha kemplezhekoc'h eget hini Meng Zi evit a sell ouzh difenn ar Gonfusianegezh. Pa oa Xun Zi o keveziñ prederourien all e amzer e savas ur reizhiad konfusian diazezet war brederouriezh ar c'helennerezh.
Sellet e vez ouzh Meng Zi ha Xun Zi evel ouzh soñjerien veur ar Gonfusianegezh, war-lerc'h Konfusius e-unan evel-just.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Nebeut-tre a ouzer diwar-benn buhez Xun Zi. Ur buhezskrid berr-tre a gaver e Kounskrid an istorour SIMA Qian (~145 - ~86 KJK), ma skriv e voe Xun Zi ganet er bloavezh 313 KJK er stad Zhao dindan an anv 荀況 XUN Kuang. War-dro ar bloavezh 264, pa oa un 50 vloaz bennak, ez erruas er Stad Qi da gemer perzh e kendalc'hoù an akademiezh bet savet gant rouaned Qi a-benn ma vije holl ouizieien Sina o studiañ hag oc'h eskemm mennozhioù eno.
War a hañval e kuitaas Qi meur a wezh da vont d'ar Stad Qin er C'hornôg. Goude unan eus ar beajoù-se en em gavas falstamallet e lez Qi abalamour ma veze alies en ur Stad enebour ; d'ar Stad Chu ez eas Xun Zi neuze, ma voe anvet da brefed ur gêr er Su anvet Lanling. Dilezel a reas ar garg-se pa voe pennmaodiern Chu drouklazhet er bloavezh 238. Chom e Lanling a reas koulskoude, ha diazezañ ur skol eno. Ar prederour HAN Fei Zi (281-233) ha pennmaodiern Qin LI Si (~280 - ~208) a voe e-touez e heulierien – brudet eo Han Fei Zi evit bezañ bet e penn al Lezennouriezh ha Li Si evit bezañ lakaet deviñ ar skridoù konfusian[2] er bloavezh 213 KJK.
War-dro ar bloavezh 238 KJK e varvas Xun Zi, e Lanling. Lod istorourien a embann en deus bevet pell a-walc'h evit gwelet Sina unanet gant Qin er bloavezh 221. Mard eo gwir, sur a-walc'h e voe mantret o welet e studierien Han Fei Zi ha Li Si evel kuzulierien ur Stad a oa aet enep e selloù konfusian war ar galloud. Pelloc'h e voe pobl Sina dindan yev al Lezennourien, ha setu perak moarvat e voe troet kein ouzh mennozhioù Xun Zi.
Lezet en deus Xun Zi ur skrid a zoug e anv abaoe an 9vet kantved GJK. Hep mar ez eo ar Xunzi ar brasañ henskrid prederouriezhel a c'heller lakaat dindan anv un aozer hepken.
Div levrenn ha tregont a ya da ober ar skrid a zo deuet betek ennomp, war-dro 25 anezho o vezañ lakaet da oberenn wirion Xun Zi, hag ar peurrest o vezañ feal d'e gelennadurezh zoken ma n'int ket bet skrivet gant ar prederour e-unan.
Arnodadennoù frammet en-dro d'un dodenn hepken eo an darn vuiañ eus ar pennadoù a vije labour Xun Zi e-unan ; troc'hadoù barzhoniel zo ivez, nebeut a gendivizoù, ha div levrenn zo dastumadegoù barzhonegoù.
Gant aked e tispleg Xun Zi e soñjoù en e skridoù, hag arguziñ a ra enep prederourien all, ar pezh a laka ar Xunzi da vezañ ur skrid prederouriezhel da vat, disheñvel er c'heñver-se diouzh oberennoù ar soñjerien sinaat a vevas araozañ.
Prederouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An Hent, an Neñv hag an Natur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]道 dào eo ar ger sinaek evit "hent". Unan eus gerioù diazez ar brederouriezh sinaat eo, ha kemmañ a ra e ster hervez pep prederour. An hent fetis eo ar ster orin, hogen "doare" eo ar ster muiañ-arveret : an doare da ober, d'em zerc'hel ha, dre vras, an doare reizh da ren ur vuhez denel.
Evit Xun Zi ez eo an dào an doare denel da ren ur vro ha da vevañ enni – pell diouzh dào Lao Zi hag an Daoegezh a gaver roudoù anezhañ e skridoù Meng Zi ivez. Hervezañ e oa bet an Hent dizoloet gant fured an henamzer, ha ne chome nemet heuliañ o alioù da ober a-benn sevel ur gevredigezh peoc'hus, stabil ha pinvidik. Pellaat diouzh an Hent evel ma oa bet termenet na gasje nemet d'an dizurzh a oa o ren, dres, da vare ar Stadoù Brezelour.
Al lidoù dreist-holl, bet ijinet gant mab-den, zo pouezus en doare ma veiz Xun Zi an dào. A-gostez e lez natur wirion an dào, hag an tabut diwar-benn gouzout ha krouet pe zizoloet eo bet gant mab-den.
A-hed Istor Sina e oa bet 天 tiān, an Neñv pe an Natur, lakaet da zoue pe d'un nerzh par d'an hini anvet karma en Hindouegezh, a c'hopr pe a gastiz an dud diouzh o oberennoù. Ne gred ket Xun Zi e kemerfe tiān perzh e buhez an dud, pa lenn 天 evel "Natur" hepken : neptu eo an Natur, pa chom heñvel he doare bepred – anv ebet a skoazellañ ar vadoberourien pe ober droug d'ar falloberourien. Distag eo an dào diouzh tiān, n'en deus ket ezhomm eus asant an Neñv kent bezañ mat evit an dud.
E pennad 17 ar Xunzi, anvet Prezegenn war divoud an Neñv (pe : Prezegenn war divoud an Natur), e tiarbenn Xun Zi kement sell war tiān na blij ket dezhañ, hini MO Zi (~479-~381 KJK) pergen.
- N'eo ket an Neñv a zegas peoc'h ha finborte d'ar rounaed vat, a skarzh ar re fall a-ziwar ar gador : dre o disentezioù dezho e c'hoarvez kement-se.
- N'eo ket dre vadelezh an Neñv e teu eostoù fonnus ha boued evit an holl : dre verañ a labour-douar en un doare fur e teu – pe ne zeu ket – kement-se.
- N'eo ket dre gounnar an Neñv e vez fallaennoù ha liñvadennoù : darvoudennoù naturel zo anezho.
- Didalvez eo klask gouzout tro-spered an Neñv d'ar mare-mañ-mare : ar gwellañ eo bezañ prest da dalañ ouzh kement darvoud a c'hall c'hoarvezout.
Petra pennak ma veize Xun Zi an Natur, ar speredoù hag an doueed evel darvoudoù kempoell ha danvezel n'en deus biskoazh kinniget kaout an dizober eus an oberoù relijiel a vez stag outo, evel an aberzhioù hag an urisinouriezh. Soñjal a rae dezhañ e oant un tamm eus al lidoù a framm ar gevredigezh, hogen arabat e vije gortoz disoc'h pe zisoc'h diouto.
Er pennad 17 bepred e tispleg e vez ar barradoù glav distag eus ar pedennoù evit ma rafe glav, hogen ret eo pediñ evit ar glav pa vez sec'hor – ket en abeg da c'halloud ar bedenn war darvoudoù an Natur, d'he c'halloud war an dud ne lavar ket.
Ar gwellañ tra da ober, hervez Xun Zi, eo kompren petra a vez graet gant an Natur ha petra a vez graet gant an dud, en ur bouezañ war oberennoù an dud. Ker fazius eo krediñ en Neñv oc'h ober war-dro buhez an dud ha klask dielfenniñ natur an Natur pe klask sikour ganti. Ar ouiziegezh pleustrek eo tachenn Xun Zi, ar pezh a rankje an dud ober, rak den ne c'hall kemmañ natur an Natur, ha gouzout a ra mab-den penaos bevañ hervez an Natur : heuliañ an Hent.
D'an dud o-unan da ober al labour-se, a soñje-eñ pa boueze prederourien ar mare war perzh an Neñv (天 tiān) hag an Natur evel andonioù an urzh hag ar vadelouriezh.
Natur mab-den
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa grede Meng Zi e natur vat mab-den e krede Xun Zi ar c'hontrol-rik. D'e soñj ez eo mab-den techet da ober fall dre e natur, peogwir n'eus benveg ebet ennañ d'e zelc'her war hent ar mad, evel ma raje un nadoz-vor.
Pa'z embanne Meng Zi ez eo an deskadurezh ar benveg da ziorren ar perzhioù mat a zo enganet en den e tisklêrie Xun Zi e kas ar perzhioù enganet en den d'an dizurzh ha d'ar brezel, hag o c'hemmañ eo ret ober neuze, n'eo ket o diorren. Mar chom mab-den hep studiañ an Hent e vez bepred o klask gwalc'hiñ d'e c'hoantoù, ar pezh er c'has da vevañ er baourentez, en droug, en diouiziegezh, ha da vervel abred.
Arguzennoù a roas Xun Zi enep Meng Zi. Evitañ ez eo natur mab-den ar pezh a zo enganet, na ranker ket deskiñ. Mar bije an dud mat dre natur ne vije ket ezhomm eus lidoù ha lezennoù, a zo bet krouet gant tud anaoudek abalamour ma n'int ket empret e natur mab-den, dres a-walc'h. Ar mad e fell d'an dud kaout, ar pezh a ziskouez n'o deus ket ar mad-se enno. N'eo ket an dud drouk dre natur avat : n'o deus keal ebet eus an droug hag ar mad, setu perak e rankont o deskiñ dre al lidoù hag ar vadelouriezh.
Evel Meng Zi koulskoude ez embann Xun Zi e vez natur mab-den heñvel e pep den ; den ebet ne zeu er bed gant reolennoù ar vadelouriezh enganet. Fall eo natur mab-den, emezañ, hogen bez' e c'haller atav he reizhañ, zoken pa ne c'hoarvez ket alies peogwir e rank an den e-unan boulc'hañ an hent. Siwazh, ne c'haller ket rediañ an den da ober.
Ar gelennadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evel Konfusius ha Meng Zi e vez Xun Zi dedennet gant an doare den a ranker bezañ, kentoc'h eget gant an doare lezennoù a ranker sentiñ outo. Ret eo neuze dont da vezañ un den a anavez an Hent hag em zalc'h hervez an Hent, dre natur, rak da natur wirion mab-den e kas an Hent.
Peogwir eo fall natur mab-den e ranker studiañ a-benn anavezout an Hent, ha ne c'haller ket studiañ hep kelenner – hep ur poder, biken ne droio ar pri da bod, emezañ.
Deskiñ em zelc'her reizh eo ar pal, n'eo ket anavezout ur bern fedoù, setu e kinnigas Xun Zi studiañ ar skridoù bet savet gant fured an hen amzer. Xun Zi e voe ar prederour kentañ o sevel ur reizhiad studioù konfusian a voe an diazez d'ar gelennadurezh sinaat betek hiziv an deiz.
Pleustriñ e oa alc'hwez reizhiad Xun Zi : en tu all da zeskiñ al lidoù e ranke ar studierien o lakaat e pleustr, rak krediñ start a rae ar prederour e troje al lidoù a venveg da bal a-feur ma'z aje ar studier war-raok gant an Hent. Setu perak, ouzhpenn al lidoù, e poueze Xun Zi war ar sonerezh : borodus e c'hall bezañ deskiñ seniñ pa c'hoantaer lezirañ, met pa ouzer e vo leziret goude pleustriñ e teu skañvoc'h an aner, ha seul belloc'h ez eer gant anaoudegezh ar benveg seul vuioc'h a blijadur a gaver o seniñ, betek disoñjal ar c'hoant da lezirañ a oa e penn kentañ an hent.
Ar vuhezegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir fazenn zo war an Hent hervez Xun Zi : ar studier, an den a enor (君子 jūnzi)[3], ar fur. Setu amañ un termenadur konfusian, hogen ur ster dibar e ro ar prederour dezho : fellout a ra d'ar studier deskiñ Hent ar fured kozh ha bevañ hervez o skouer (fellout a ra dezhañ seniñ mat, neuze e pleustr war ar skeulioù), desket eo ar junzi hogen ret eo dezhañ em soñjal kent ober ar pezh a zo reizh (gouzout a oar seniñ mat, hogen ezhomm en deus eus ar sonerezh skrivet dirazañ), n'en deus ket ar fur ezhomm d'em soñjal peogwir emañ al lidoù hag ar vuhezegezh reizh en e natur (seniñ a ra dre eñvor, hep soñjal, hag en un doare naturel e ro un arliv eus e bersonelezh d'ar pezh emañ o seniñ). Met atav e chom danvez da zeskiñ, eme Xun Zi, ha ret eo pleustriñ bepred da zelc'her al live uhelañ – ar marv hepken eo diwezh ar studi.
Hollbouezus eo studiañ dindan ren ur c'helenner, hag unan mat, da lavaret eo unan a vev bepred gant al lidoù (den ebet ne gemerfe kentelioù seniñ digant ur c'helenner n'en devije graet nemet lenn diwar-benn ar seniñ) hag a oar treuzkas furnez ar re gozh. Ouzhpenn kelenn ha displegañ e rank ar c'helenner bezañ ur skouer evit ar studier eus ar pezh a zo e penn an hent.
Mar ne gav ar studier kelenner gwirion ebet e c'hall enoriñ ha seveniñ al lidoù gant e galon, o c'hrompren gant e spered ha klask bezañ intret ganto.
Hep unan eus an daou zoare-se ne vo ar studi nemet berniañ fedoù didalvez n'o devo levezon ebet war emzalc'h an den.
War an Hent
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mard eo ret kavout ur c'helenner skouerius, penaos e reas an henfured evit dizoleiñ an Hent ?
Evel m'o devoa desket treiñ pri an douar da bod prizius, eme Xun Zi : dre wellaat an doare a-feur ma veze treuzkaset a rummad da rummad a-hed ar c'hantvedoù.
Dres evel ma ne c'haller ket bezañ ur junzi hep studiañ peogwir eo fall natur mab-den, den ne oar dre natur fardañ ur pod prizius diwar pri an douar : ret eo e vije bet tud ampartoc'h eget ar re all a zizoloas penaos ober podoù, ret eo ivez e vije tud o devoa c'hoant da zeskiñ ober, ha tud da gelenn d'an dud all, ha tud mennet da bleustriñ a-benn ober podoù gwelloc'h-gwellañ. Evel-se e reas an henfured : rummadoù anezho a sellas pizh ouzh mab-den, a ijinas lezennoù da reoliañ ar gevredigezh, betek kavout an Hent, an doare gwellañ da urzhiañ ar gevredigezh hervez Xun Zi.
Hevelep disoc'h, eme ar prederour, zo deuet diwar deskadurezh ar fured, n'eo ket diwar o natur, a oa ken fall ha hini an dud all peogwir e vez heñvel an natur a zen da zen hag a rummad da rummad. Dre studiañ hag ober taolioù-arnod int deuet a-benn da zizoleiñ an Hent. Klok eo an anaoudegezh, n'eus nemet heuliañ an Hent ; klask bezañ ur junzi pe ren war ur boblad hep studiañ ha pleustriñ war an Hent hervez skouer an henfured zo evel klask adijinañ penaos ober ur pod hep bezañ gwelet ur poder o labourat. Sur a-walc'h e c'halljer dont a-benn, gant kalz labour, kalz amzer ha kalz chañs, met aesoc'h eo studiañ ar pezh a zo bet ijinet diwar skiant-prenet an amzerioù kent.
Ar galon-spered
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 心 xīn, ar galon-spered, emañ skiant pep den hervez an hengoun sinaat ; evel Meng Zi e krede Xun Zi e rankje ar galon bezañ "aotrou ar c'horf". Ouzhpenn ur c'helenner a-zoare neuze e ranker kaout ur galon-spered a-zoare, da lavaret eo unan sioul hag emzastumet a-benn studiañ, rak a-du gant an Hent eo ober gant ar galon a-benn sturiañ ar c'hoantoù ha divizout diwar-benn ar mad hag ar fall.
Hervez Meng Zi ha Xun Zi ne zivizer ket a-zivout ar c'hoantoù, a zo un tamm eus natur mab-den. Perzh ur galon-spered yac'h eo reoliañ ar c'hoantoù, pa ne ra war o zro nemet pa vez reizh en ober. Em reoliañ a ra xīn, ha reoliañ an tammoù all eus ar c'horf. Dre oberennoù ar galon-spered e c'hall mab-den krouiñ lidoù ha reolennoù madelouriezh a-benn tec'hel diouzh e natur fall.
Er Xunzi e tispleg ar prederour penaos diorren ar galon-spered a-benn mirout a faziañ.
Ret eo gourdoniñ xīn evit ma teufe euvridik, emzastumet ha sioul. Dre-se ez anavezo an Hent hag e tenno splet anezhañ.
- "Goullo" eo ar ger arveret gant Xun Zi evit "euvridik" : dizehan e vez ar galon-spered o teskiñ hep bezañ leun gwezh ebet.
- "Unvan" a skriv ar prederour evit "emzastumet" : gouest e teu xīn da vezañ emskiant eus daou du un dra pe ur c'heal hep na vije kenc'hoari etrezo.
- "Difiñv" a ra evit "sioul" : dishual e vez ar galon-spered pa ya a labour da labour, hep dizurzh, ha didrubuilh pa vez o teskiñ traoù nevez.
Pa vez xīn goullo, unvan ha difiñv e c'hall kompren an Hent ; anez-se e vez dallet ha/pe heskinet, evel ma rebech Xun Zi ouzh ar brederourien all : ne wel o c'halon-spered nemet un doare eus an Hent, heskinet int gant an tamm nemetañ a welont ha droukveskañ a reont un troc'had hent gant an Hent en e bezh.
Ar yezh hag ar boelloniezh : an anvioù reizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne oa ket Xun Zi dedennet gant ar boelloniezh. Pa oa prederourien all eus e amzer, evel heulierien Mo Zi da skouer, o sevel ur reizhiad kempoell a-benn arguziñ (helavarouriezh, digenveizadoù, kendrec'hiñ ur rener a-zivout ur mennozh kent arguziñ a-benn e kendrec'hiñ a-zivout ar mennozh kontrol) e tisklêrie Xun Zi e oa ur c'holl-amzer eus kement-se holl. Kendrec'hiñ diwar-benn ar wirionez hepken eo pal an arguzenniñ, emezañ, hag an Hent eo ar wirionez. An Hent eo ret studiañ, ha didalvez pe gwallus eo ober disheñvel.
Er skrid Kendivizoù XIII.3[4] ez erbede Konfusius reizhañ an anvioù (正名 , zhēng míng), ar pezh a gasas Xun Zi da lakaat ar yezh en e brederouriezh, en un doare resis-kenañ evit e amzer. Difenn an Hent e oa ar pal, evel-just.
Da soñj Xu Zi avat ez eo arabat kemmañ an anvioù a zo, zoken pa ne glotont ket resis gant o dave : ur fazi e vije kemmañ anvioù a zo bet degemeret gant an holl, peogwir ne ouije mui den a betra e komzjed ez resis. Hogen ret eo diforc'hañ etre ar ger, a zo divizet, hag ar pezh a anver, a zo ur gwirvoud ergorek – ha pa vije anvet water, الماء, agua pe 水 e chom dour ar pezh eo dre natur. Setu perak e talc'h Xun Zi da unan eus penaennoù ar Gonfusianegezh : ret eo d'an anv bezañ feal d'ar wirionez ; emañ ar gwir gant Meng Zi pa ra an diforc'h etre "kastizañ un torfedour" ha "lazhañ ur roue" mar n'eo ket ar roue dellezek da ren[5].
Enep heulierien Mo Zi e savas Xun Zi er c'heñver-se, pa lavarent : "ul laer n'eo ket un den, neuze lazhañ ul laer n'eo ket lazhañ un den". Kement-se n'eo ket reizhañ an anvioù, emezañ, ha pell emañ diouzh an Hent, rak tud eo al laeron dre natur, zoken pa n'int ket tud wirion er ster konfusian (君子 junzi, "den a enor"). Ergorek eo ar gwirvoud, divizet eo an anvioù, ha dereat (heñvel ouzh an diviz) pe zizereat (disheñvel diouzh an diviz) e c'hall un anv bezañ.
Ouzhpenn da gement-se tiforc'he Xun Zi etre anvioù mat (aes, didro, a zegas ar gwirvoud d'ar spered diouzhtu pa vezont distaget) hag anvioù fall. Zhēng míng eo ober gant anvioù mat a-benn ma vije meizet ar gwirvoud, rak evit eskemm mennozhioù emañ ar yezh, ha ret e vije skarzhañ kement tra a vir ouzh an eskemm bezañ fraezh ha sklaer, evel c'hoarioù yezhoniel ar brederourien all.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-kerzh Marevezh ar Stadoù Brezelour e vevas Xun Zi, pa oa meur a Stad oc'h em gannañ a-benn ren war Sina a-bezh. Dilezet e voe an doareoù politikel kozh, troet an dud hag an armerzh war-du galloud an armeoù. Holl brederourien an amzer a glaskas penaos degas stabilded, urzh ha surentez en ur bed aet da ziskiant.
Aes e oa ar respont hevez ar Gonfusianed : ret e oa distreiñ da zoareoù an henamzer, pa veze urzh er bed. Evit Xun Zi pergen e oa ret adstaliañ reizhiad al lidoù kozh.
An unpenniezh e oa ar gouarnamant gwellañ hervez holl brederourien marevezh ar Stadoù Brezelour. Ne oa ket anv a werinelezh : ar roue a oa e penn ar Stad, gwir en devoa da gemer disentezioù war an holl dachenneoù, da envel, diskargañ, lakaat d'ar marv kement kargad a oa er Stad. Ar roue a c'halle koll ar gador abalamour ma ne sevene ket e zeverioù, hogen e warlerc'hiad ne oa ket dibabet gant ar bobl.
Klask a reas politikourien ar mare reoliañ ar gouarnamant dre an hengoun hag ar mennozhioù kentoc'h eget dre al lezennoù. Heulierien Mo Zi a lakae an Neñv a-us ar roue : diwar intrudu an Neñv e vije brezel pe zispac'h da ziskar ur roue mac'homer, n'eo ket dre youl ar bobl ; enebiñ a reas Xun Zi : da-geñver ar bobl e oa deverioù ar rouaned, n'eus Neñv ebet o kas politikerezh ur Stad.
Evel an holl Gonfusianed e selle Xun Zi ouzh ar Stad evel ouzh ur familh, ar roue o vezañ evel un tad evit ar bobl, oc'h ober mat war he zro, ha dre vezañ feal d'he roue e respontje ar bobl.
Un abeg all a oa evit bezañ ur rener konfusian : mar ne blij ket o rener d'an dud e nac'hont brezeliñ evitañ, hag en arvar en em gav ar Stad da vezañ lonket gant unan all.
Lidoù ha sonerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus palioù al lidoù e oa bevenniñ galloudoù ar renerien ha pouezañ war o deverioù da-geñver ar bobl, en doare konfusian. Unan all, hervez Xun Zi, eo delc'her d'an dereoù er gevredigezh.
Da soñj Xun Zi, diskar urzhaz ar gevredigezh e oa ar pennabeg da zizurzh marevezh ar Stadoù Brezelour. Pa ne vev mui an dud hervez o dere gwirion e kevezont a-benn seveniñ o c'hoantoù. Dav eo neuze, emezañ, sklaeraat an derezioù, diforc'hañ etre renerien ha sujidi, breudeur henañ ha breudeur yaouankañ, etre gwazed ha merc'hed. Pa oar un den diouzh e zere ha diouzh ar gwirioù ha deverioù a zo stag outañ ne glask ket kaout muioc'h eget n'eo dereat, alese urzh ha stabilded er gevredigezh – ha muioc'h a hevoud evit an dud eget pa vezont o keveziñ.
Peogwir e vez techet an dud, dre o natur fall, da glask seveniñ o c'hoantoù e klaskont holl kaout an traoù gwellañ a zo a-fed boued, dilhad, pinvidigezh. Ha reizh eo, rak ar fured hepken a gement zo gouest da vestroniañ o c'hoantoù. Peogwir eo harzet peadra ur vro ne c'hall ket an holl dud bastañ d'o c'hoantoù, ret eo dezho deskiñ divizout ha poellek eo o c'hoant pe get, ha setu pal al lidoù hervez Xun zi : kelenn d'an dud seveniñ o c'hoantoù en un doare dereat.
Gant reizhiad hengounel al lidoù e veze reoliet deverioù pep dere kevredigezhel da-geñver ar re all, ha pelloc'h c'hoazh, rak reoliet ivez e veze an traoù danvezel dre zere, koulz ha livioù an dilhad, an doareoù da veajiñ, an obidoù hag all.
Ar sonerezh a oa pouezus en doare da ren ur Stad, rak Sinaiz an henamzer e krede dezho e oa ar sonerezh an dro eeunañ hag efedusañ da levezoniñ fromoù an dud. Ret eo oa neuze, hervez Xun Zi, seniñ ar pezhioù a zeree a-benn mestroniañ fromoù an dud hag o mirout war an Hent. Sonerezh dizereat a c'hallje degas feulster ha diskar urzhaz ar gevredigezh, setu e ranke ar Stad embann petore sonerezh a vije mat evit fromoù dereat an dud, ha petore sonerezh a vije direizh hag arvarus evit kempouez ar gevredigezh.
Ar galloud madelour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kozh e oa ar meizad-se dija da vare Xun Zi, met dre aberzhoù en enor d'an doueed e veze gounezet en henamzer. Adal Konfusius hag ar c'heal a junzi e voe troet tamm-ha-tamm e galloud arwarzh ar rener karet gant e bobl, zoken pa lez e vaodierned da ren war an traoù danvezel. Diwar skouer o rener e teuje ar sujidi da vezañ vertuzus, ar stad aes da verañ, ha didalvez al lezennoù hag ar c'hastizoù.
Xun Zi avat ne oa ket ken gwellseller ha Konfusius, petra bennak ma krede ivez e galloud ur rener skouerius.
Tri doare rener a zo, hervez ar prederour. El live izelañ emañ ar rener a glask brasaat e diriad dre nerzh an arme, a gemer tailhoù pounner hep soñjal e buhez ar bobl, a ren dre lezennoù strizh ha kastizoù garv, hag a goll ar gador en diwezh. En eil live emañ ar rener a gas ar Stad en un doare efedus, a chom skañv war an tailhoù, a oa tuta maodierned ampart, a ra mignoned eus ar Stadoù amezek, a c'hall treiñ da bennrener. El live uhelañ emañ ar rener gwirion, a zo karet gant e sujidi en abeg d'e bennaennoù lidel, a c'hall unvaniñ broadoù hep an disterañ brezel peogwir e fell d'an dud bevañ dindan e ren. Hennezh zo heñvel ouzh renerien an amzer gozh, a ouie ren hervez an Hent.
Siwazh, peogwir eo fall natur mab-den e ranker ober gant lezennoù ha kastizoù, eme Xun Zi, rak lod tud em lakaio e-maez lezenn an Hent. Gant ar stadadur-se marteze e voe Han Fei Zi, unan eus studierien Xun Zi, levezonet kent sevel e zamkan "Gopr ha kastiz" a voe ken kriz da Sinaiz dindan ren ar remziad Qin hag al Lezennourien.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ zh: 荀子
- ↑ Gwelit ar pennad Pevar Levr ha Pemp Klaselour
- ↑ Gwelit ar pennad Konfusianegezh
- ↑ Gwelit ar bajenn Pevar Levr ha Pemp Klaselour
- ↑ Mengzi 1/2/8
Andonioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- EBREY Patricia Buckley, Chinese Civilization : A Sourcebook, Free Press, New-York, SUA, 1993, ISBN 978-0-02-908752-7
- KONG FU ZI (Konfusius), Les Entretiens de Confucius, troet gant Pierre Ryckmans, Gallimard, Paris, 1987, ISBN 978-2-07-030531-5
- KNOBLOCK John, Xunzi : A Translation and Study of the Complete Works,Vol. I, Books 1-6, Stanford University Press, Stanford, California, SUA, ISBN 978-0-8047-1451-8
- SCHIPPER Kristopher, Xunzi, en Encyclopædia Universalis, Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4
- ELSTEIN David., Internet Encyclopedia of Philosophy, 30 Eost 2004, http://www.iep.utm.edu/xunzi/
- MENG ZI, The Works of Mencius, http://nothingistic.org/library/mencius/, gant Stephen R. McIntyre
- SIMA Qian (troet gant J. Pimpaneau), Mémoires historiques – Vies de Chinois illustres, Picquier, Arles, Bro-C'hall, 2002, ISBN 978-2-87730-611-9
- XUN Zi, Xun Zi, troet gant Ivan P. Kamenarović, Éditions du Cerf, Paris, 1987, ISBN 978-2-204-02794-6
- BookRags, lec'hienn ar studierien hag an enklaskerien, http://www.bookrags.com/biography/hsun-tzu/
- Geriadurioù sinaek :
- • http://www.mandarintools.com/, gant Erik Peterson, Janya Inc., Amherst (NY) & Washington D.C, SUA
- • http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html
中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat. |