[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Volkanegezh

Eus Wikipedia

Ar volkanegezh a zo an holl fenomenoù liammet gant obererezh diabarzh ar voul-douar. Dont a ra war wel dreist-holl dre an toulloù ma ya tan, moged, ludu ha roc'helloù liñvel drezo. Gwelet e vez an toulloù-se, anvet krateroù, e menezioù a reer menezioù-tan pe volkanoù eus outo. A-bouez eo ar volkanegezh en Istor pa grou an dislonkadennoù ludu ha lavaoù (ar roc'helloù liñvel) douaroù mat-kenañ evit ar gounezerezh ken e teu poblañsoù bras da chom e skeud ar menezioù-tan. Diouzh-se e teu meur a wallzarvoud gant kolloù buhez niverus ha dic'hortoz. (Gwelet Pompei, Herculanum, Krakatau, Menez-tan Saint Helen's, Nevado del Ruiz, Santorin).

Seurtoù volkanegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa dorr ur blakenn, pe e vefe plakenn veurvorel pe plakenn gevandirel, e chell ar magma sevel dre ar frailhoù nevez-krouet. Peurvuiañ e c’hoarvez kement-se e strad ar morioù evel e-kreiz ar meurvor atlantel e bro Island, met c’hoarvezout a ra ivez war an douar-bras, da skouer e-kreiz rift Afrika e-lec'h ma vo ur mor a-benn nebeut (diouzh ur skeul c'heologek evel-just). En-dro d'ar geinenn emañ ar blanedenn war-gresk ha bount a zo dre zindan. Pa c'hoarvez se e krouer div blakenn unan a bep tu d'ar geinenn ha fiñv a zo a-ziwar ar geinenn. An dra-mañ eo a lak ar c'hevandiroù da vont da heul. Er mor Atlantel e tilec'h plakenn Europa-Azia diouzh hini Amerika a 5 santimetr bep bloaz. Er meurvor Habask ez eus 12 santimetrad dilec'hiadur bep bloaz. Evit ar pezh a sell ouzh ar magma ez eo alkalinek ha kar da gimiezh ar bazalt pe ar gabbro. Pa vez volkanegezh a seurt-se en ur mor bennak e kaver merkoù eus se er vein, da skouer pa vez kavet "goubennerioù" pillow-lava evel ma'z eus e ledenez Kraozon e Breizh.

Ur pik-tomm a zo ul lec’h tomm-gor, tommoc’h evit e lec’h all ebet, dre lec’h ma treuz ar magma ar greunenn. Enezeg Hawaii hag enez ar Reunion a zo dezho ur volkanegezh eus ar seurt-se. Bez’ ez eus ivez enezeg ar Maldivez, plaenenn Dekka hag Enez Voris. Soñjal a ra d’ar skiantourien e c’hellfe an dra-se bezañ penn-kaoz d'ar volkanegezh yaouankañ a zo e Bro-Alvern e Bro-C’hall, met an dra-se n'eo ket prouet.

Volkanegezh dre subduktadur

An degouezh-mañ eo a zegas an darn vrasañ eus ar menezioù-tan a weler dre ar bed, dreist-holl reoù Gwareg an tan er mor Habask. C’hoarvezout a ra ez afe ur blakenn d’en em sankañ dindan unan all. Neuze ez a gouelezennoù ur blakenn, hag a vez karget a zour alies, d'en em sankañ dindan ur blakenn gevandirel. Metamorfegezh kreñv a c'hoarvezo neuze alies zoken betek an deuzidigezh. Ar magma-se, granitek ha trenk, a glask adpignat dre ar frailhoù a zeu er blakenn us. Gallout a ra difoupañ war c'horre e stumm ur menez-tan pe un aridennad anezho. Menezioù-tan a seurt d'ar re-se a zo en Italia (rummad Vulcano hag an enezeg Eoliat, an Etna), en Andoù e Suamerika, e Norzhamerika (Menez Santez-Elena), en Indonezia (Merapi, Pinatubo, Krakatau...), enezegoù evel reoù an Antilhez, inizi Kouril, hag inizi Aleout hag all. Peurvuiañ e vezont tarzhus-kenañ hag e broioù poblet-tre siwazh evel en Indonezia. Pa darzhont ec'h eztaolont milionoù a donennadoù mein ha kalz a ludu en oabl. Goude tarzhadenn diwezhañ Menez Santez-Elena (Saint-Helen's) er Stadoù-Unanet e troas ar boultrenn-se e-pad meur a viz en atmosferenn en-dro d'hon planedenn.

Menez St. Helens pa oa o kregiñ da zislonkañ moged, 18 a viz Mae 1980