[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Tro, tro, tro

Eus Wikipedia

Tro, tro, tro zo anv ur ganaouenn gembraek, kanet gant Mari Hopcin ha troet diwar ar ganaouenn saoznek Turn! Turn! Turn! savet gant ar c'haner stadunanat Pete Seeger a oa bet awenet gant levr an Ekleziastez (3:1-8).

  • Anv ar ganaouenn vrezhonek savet gant Mark Kerrain diwar ar c'hanaouennoù-se eo ivez.

Komzoù ar ganaouenn vrezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Da bep tra krouet, Tro tro tro
Ez eus un abeg, Tro tro tro
Hag un amzer da bep mennad dindan an neñv
Un amzer a zo da vezañ ganet
Hag un amzer a zo goude da vervel
Un amzer da lazhañ un all da brederiañ
Un amzer da c’hoarzhin ha goude da ouelañ

Diskan

Un amzer da sevel un amzer da ziskar
Un amzer da zañsal un all da zougen kañv
Un amzer a zo da deurel ar vein
Hag un amzer da verniañ mein da sevel tier

Diskan

Un amzer da garout un amzer da gazout
Un amzer d’ar peoc’h, un amzer d’ar brezel
Un amzer a zo da vriata
Hag un all da chom hep briata

Diskan

Un amzer da c’honit un amzer da goll
Un amzer da zrailhañ un amzer da wriat
Un amzer da garout un amzer da gazout
Un amzer d’ar peoc’h n'eo ket re ziwezhat


Kanet eo ar ganaouenn e saozneg war ur bladenn gant Nolwenn Korbell. Un doare all zo gant Jef Philippe.