Treorci
Neuz
Treorci (skrivet Treorchy e saozneg) zo ur gêr eus su Kembre, e traoñienn Rhondda, e tolead melestradurel Rhondda Cynon Taf.
Brudet eo al laz-kanañ paotred a zo e Treorci, Côr Meibion Treorci.
Gwechall e oa bras pouez ar mengleuzioù glaou er c'horn-bro, met war an diskar int aet abaoe ha serret e voe an holl anezho er bloavezhioù 1980, en desped da harzoù-labour bras.
|