[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Trelosk kondon

Eus Wikipedia
Glaou Tireoul

Treloskoù kondon eo ar glaou hag an tireoul

Trelosk kondon a reer eus an holl dreloskoù puilh ar c'harbon enno bet ganet diwar argerzhioù naturel evel digenaozadur anaervevat pe vetanadur bevedegoù marv ha douaret. Milionoù a vloavezhioù, betek tremen 650 milion evit lod anezho, eo oad ar bevedegoù-se peurliesañ. Aezh naturel, glaou, tireoul ha taouarc'h eo an treloskoù kondon a vez arveret gant mab-den.

Petra bennak ma vez argerzh an digenaozadur anaervevat o vont en-dro a-hed an amzer, ne lakaer ket an treloskoù kondon da c'hremmoù adnevezadus abalamour ma vezont arveret kalz buanoc'h eget an amzer rekis evit o aozañ. Pare e vint un deiz bennak eta, da lavaret eo ne vo mui kavet a-walc'h anezho evit bastañ da ezhommoù ar bed a-vremañ.

Milionoù a vloavezhioù zo e voe kementadoù bras a gorfoù-marv loened ha plant o c'houzediñ e strad morioù ha lennoù. N'eus nag aer hag oksigen eno, setu e kemmeskas tamm-ha-tamm gwiadoù ar c'horfoù gant fank hag e voent goloet gant gwiskadoù pounner a c'houelezennoù. En abeg da live uhel ar gwask hag ar gwrezverk e voe kemmet aozadur kimiek ar gwiadoù, da gentañ e kerogen – un danvez koarek - ha goude en hidrokarbidennoù liñvel hag aezhennek dre un argerzh anvet kildedarzh.
Eus kemmadur ar plant a zo chomet en douar abaoe Marevezh ar glaou e teu treloskoù solut evel ar glaou, pe aezhennek evel ar metan CH4. Kerogen a zeu anezho ivez, koulz hag aezh naturel.

Meur a zoare hidrokarbidennoù zo en treloskoù kondon, pep meskaj o termeniñ perzhioù pep hini anezho : e deuzverk, e vervverk, e zouester, e c'hludegezh hag all.

Kent eil hanterenn an XVIIIvet kantved e veze pourvezet gremm gant milinoù-avel ha milinoù-dour evit ar malañ bleud, an heskennat prenn ha ar pompañ dour ; diwar taouarc'h e veze tommet al lojeizoù. Adalek ar bloavezhioù 1750 e voe arveret glaou en Europa a-bezh, kent ober gant tireoul, evit magañ ar mekanikouù dre vurezh, ar pezh a loc'has an Dispac'h greantel. Kempred eo arver an aezh naturel hag aezh ar glaou evit ar sklêrijennañ.
Diwezhatoc'h e voe ijinet ar c'hefluskerioù dre enleskiñ ; buan e kreskas greanterezh ar fardañ kirri-tan ha sammgirri, ha kresk a voe ivez neuze war ar goulenn treloskoù kondon, koulz evito hag evit mekanikoù bras evel an trenioù hag an aerlistri kentañ.
Diwezhatoc'h c'hoazh e voe ezhomm eus kementadoù bras a dreloskoù kondon evit bastañ da ezhommoù ar c'henderc'hañ tredan hag an eoulgimiezh.
Diwar dilerc'hioù ar c'henderc'hañ tireoul e taper an ter a ya da c'holeiñ an hentoù.

Kreizenn dredan Kordevez
(Liger-Atlantel)
Diwar glaou e kenderc'h tredan
evit Breizh ar Su

Bras eo pouez an treloskoù kondon en armerzh ar bed abalamour ma c'hallont bout losket a-benn reiñ gremm.

Kantvedoù-pad ez eus bet devet glaou gant mab-den, evit tommañ fornioù a-benn teuziñ kailh metalek : roudoù zo eus fornioù da deuziñ kouevr e Sina mil bloavezh kent Jezuz-Krist.
Hiziv an deiz e vez arveret glaou da genderc'hañ gwrez evit tommañ an tiez ha genel tredan. Karbon ar glaou a vez implijet da fardañ dir diwar houarn.
Aezhenn c'hlaou a genderc'her ivez evit kenderc'hañ strilheoul ha gazeoul a ya da dreloskoù evit ar c'hefluskerioù dre enleskiñ ; evit an hevelep arver e ouzer liñvennañ ar glaou.

En henamzer e veze implijet hidrokarbidennoù hanter-liñvel a zourasenne diouzh ar reier evit antreusaat dreist-holl, hag evit ar balzamerezh.
En XIXvet kantved e voe erlerc'hiet an eoul loenel — hini ar balumed dreist-holl – ouzh an tireoul evit sklêrijennañ an tiez.

Liesgenezh eo an tireoul, meur a chadennad hidrokarbidennoù a ya d'e ober, setu e c'haller e strilhañ a-benn disrannañ ar chadennadoù ha kenderc'hañ meur a zanvez a vo arveret e lies tachennoù greantel. Treloskoù eo an danvezioù a vez kenderc'het an aliesañ : aezh tireoul liñvennet (ATL), butan C4H10, kerozen, strilheoul, ha gazeoul.

Aezh naturel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Devet e veze an aezh naturel gwechall evit kaout an dizober anezhañ, pa selled outañ evel un deverad diezhomm eus kenderc'hadur an tireoul ; talvoudusoc'h-talvoudusañ eo bremañ a-feur ma 'z a an treloskoù kondon da get. En natur ivez e kaver gweleadoù aezh naturel.
Tredan a genderc'her diwar aezh naturel, dre droellrodoù. En annezioù an dud en e arverer evit poazhañ boued ha tommañ an ti. Evel trelosk e vez implijet er c'hefluskerioù dre enleskiñ, dre ma saotr nebeutoc'h eget an tireoul pe ar gazeoul : 17,25 milion a garbedoù a yae en-dro dre aezh naturel er bed e 2012 - Iran, Pakistan, Arc'hantina, Brazil, India ha Sina eo ar broioù ma 'z int ar paotañ[1].
Danvezioù-strujusaat evit ar gounezerezh a genderc'her diwar aezh naturel ; heliom a genderc'her ivez.

Kenderc'hadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Glaou (2012)[2]

Kementadoù e megatonnennadoù (Mt),
da lavaret eo milionoù a donennadoù.

Stad Mt
Sina 3 549
SUA 935
India 595
Indonezia 443
Aostralia 421
Rusia 359
Suafrika 259
Alamagn 197
Polonia 144
Kazakstan 126
Tireoul kriz (2011)[3]

Kementadoù e miliadoù a varilhadoù bemdez
1 varilhad = 158,9873 litrad
[4]

Stad Mbbl % 2010-2011
Rusia 9 943,3 +1,0
Arabia Saoudat 9 311,0 +14,0
S. U. A. 5 658,6 +3,2
Sina 4 079,7 +0,1
Iran 3 576,0 +0,9
Venezuela 2 880,9 +1,0.
Koweit 2 658,7 +15,0
Iraq 2 652,6 +12,5
E. A. U. 1 161,6 -2,4
Mec'hiko 2 550,0 -1,0
Brazil 2 105,4 +2,5
Nigeria 1 974,8 -3,6
Aezh naturel (2012)[5]

Kementadoù e milionoù metradoù-diñs
1 m3 = 1000 litrad.

Stad Mm3 %2010-2011
S. U. A. 650 900 +6,6
Rusia 629 003 +3,1
Iran 188 753 +0,7
Kanada 154 900 +1,5
Qatar 116 700 +21,1
Sina 105 000 +12,9
Norvegia 101 200 -4,8
Arabia Saoudat 92,260 +5,2
Aljeria 82 767 -1,4
Izelvroioù 80 300 -6,5
Indonezia 79 600 -3,6
Ouzbekistan 64 438 +4,0
Bed a-bezh 3 338 071 +3,4

Daou zoare etrebroadel da gontañ miradoù ar glaou zo : hini ar Bundesanstalt für Geowissenschaffen und Rohstoffe (BGR) en Alamagn[6] ha hini ar World Energy Council (WEC)[7].

  • Hervez ar BGR e chomfe 1 038 miliardoù a donennadoù glaou er bed, peadra da badout 132 vloavezh.
  • Hervez ar WEC ne chomfe nemet 861 miliard a donennadoù, a bado 109 bloavezh.

Ne gonter nemet an tireoul a c'haller dastum ha gwerzhañ hep koll arc'hant. Teir c'hont zo : ar miradoù a zo prouet, ar re a zo tebek, hag ar re a zo bellourel ; ar re brouet hepken zo diskouezet amañ, evit daouzek Stad.

Tireoul kriz (2012)[8]
Stad Barilhad x 103 %
Venezuela 297,7 24,8
Arabia Saoudat 265,9 22,1
Iran 157,3 13,1
Iraq 140,3 11,7
Koweit 101,5 8,5
E. A. U. 97,8 8,1
Libia 48,5 4,0
Nigeria 37,1 3,1
Qatar 25,2 2,1
Aljeria 12,2 1,0
Angola 9,1 0,8
Ecuador 8,2 0,7
Hollad 1 200,80 100

Aezh naturel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Aezh naturel (01/01/2013, prizadur)[9]
Stad Mm3
Rusia 47 80 000
Iran 33 610 000
Qatar 25 200 000
S. U. A. 9 459 000
Arabia Saoudat 8 150 000
Turkmenistan 7 504 000
E. A. U. 6 089 000
Venezuela 5 524 000
Nigeria 5 153 000
Aljeria 4 504 000
Sina 3 517 000
Iraq 3 158 000

Soatret e vez aergelc'h an Douar dre loskadur an treloskoù kondon.
Kalz dioksidenn garbon CO2 a vez kenderc'het dre al loskadur-se, ar pezh a zo kaoz d'an ardommañ hinel.

Saotradur dre garbon
  • Holladoù dre Stad ; saotradur dre leskiñ treloskoù kondon, kenderchañ simant ha leskiñ aezhennoù; kementadoù e megatonennadoù karbon(ha n'eo ket CO2)
2002[10] 2010[11]
Stad Mt C Stad Mt C
S. U. A 1 592,382 Sina 2 259,856
Sina 957,249 S. U. A 1 481,608
Rusia 390,439 India 547,811
India 332,677 Rusia 474,714
Japan 327,939 Japan 319,257
Alamagn 219,270 Alamagn 203,268
Rouantelezh Unanet 148,129 Iran 155,880
Kanada 140,915 Republik Korea 154,777
Republik Korea 121,578 Kanada 136,116
Italia 117,989 Rouantelezh-Unanet 134,580
Mec'hiko 104,543 Arabia Saoudat 126,665
Bro-C'hall 100,358 Suafrika 125,477
Diforc'hioù heverk etre 2010 ha 2002
  • Sina : +136%
  • S. U. A : -7,4%
  • Rusia : +21,6%
  • India : +64,7%
  • Japan : -2,7%
  • Alamagn : -7,8%
  • Rouantelezh-Unanet : -10,06%
  • Kanada : -3,5%
  • Republik Korea : +27,3%
  • En 18vet renk e oa Bro-C'hall e 2010, gant 98,520 Mt C, da lavaret eo un digresk a 1,8% e-keñver 2002.
Kenderc'hañ tredan
diwar nerzh an avel

Buanoc'h-buanañ e kresk arver an treloskoù kondon dre ar bed, ha buanoc'h c'hoazh e kresk an ezhommoù. Emañ ar c'henderc'hadur o kreskiñ c'hoazh, hogen dizale e tigresko kent mont da get tamm-ha-tamm ; kreskiñ a raio ar prizioù a-feur ma tibaotaio an treloskoù kondon.
N'eus bet kavet gwelead bras ebet abaoe ar bloavezhioù 1980 ; eus ar skilt e tenner aezh naturel, en S. U. A. da gentañ ha dre ar bed aliesoc'h-aliesañ, hogen koustus ha saotrus eo – ha n'eo ket adnevezadus kennebeut.

Dav e vo neuze treiñ war-du treloskoù arall.
Gouzout a ouzer fardañ treloskoù par d'ar strilheoul hag ar gazeoul diwar plant, hogen re goustus eo o c'henderc'hañ evit ar mare ; a-benn nebeut moarvat e vo tu da ober ganto er bed a-bezh, hep na vije krennet war ar c'henderc'hañ boued avat.

Muioc'h-mui a garbedoù hag a gefluskerioù a ya en-dro gant treloskoù kondon ha gant tredan, ur bazenn war-du ar c'harbedoù tredan hepken eo. Diwar andonioù naturel e ouzer genderc'hañ tredan : diwar gremm gouloù an Heol, diwar nerzh an avel, nerzh red ar stêrioù, hini ar mareoù ha hini gwagennoù ar mor, hep disoñjal ar gremm derc'hanel. Tommder an Douar a ouzer arverañ ivez, da genderc'hañ tredan dre zouarwrez.

  1. (en) Natural Gas Vehicles/NGV Journal
  2. (en) WorldCoal
  3. (en) Organization of the Petroleum Exporting Countries (OPEC) pajenn 30.
  4. Mbbl eo berradur ar mil barilhad, MMbbl hini ar milion a varilhadoù. Da ziwall zo : eus al latin mille "1 000" e teu an 'M ; disheñvel diouzh Mega = 106 = 1 milion eo eta. En abeg d'al liester e vez doublet ar b (1 bl = 1 barrel, 2 bbl = 2 barrels.
  5. (en) Organization of the Petroleum Exporting Countries (OPEC) pajenn 33.
  6. (en) BGR
  7. (en) WEC
  8. (en) Organization of the Petroleum Exporting Countries (OPEC)
  9. (en) CIA - The World Factbook
  10. (en) Carbon Dioxide Information Analysis Center (CDIAC)
  11. (en) Carbon Dioxide Information Analysis Center (CDIAC)