Thor (Marvel)
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Asgard |
Tad | Odin |
Mamm | Gaea |
Leztud | Frigga |
Bugel | Torunn |
Liv ar blev | blev melen |
Ezel eus | Avengers |
Perc'henn war | Mjolnir |
Diazezet war | Thor |
Krouet gant | Stan Lee, Jack Kirby, Larry Lieber |
Awenet gant | mitologiezh norsek |
Present in work | Journey into Mystery, Thor, Avengers |
A denn da ved ar faltazi | Marvel Universe, Earth-616 |
Superhuman feature or ability | weather manipulation |
Lec'hienn ofisiel | https://www.marvel.com/characters/thor-thor-odinson |
Character type | superhero, unseen character |
Alternate universe counterpart | Thor, King Thor |
Thor (hag ivez The Mighty Thor) a zo ur gourharoz bet krouet gant Stan Lee ha Jack Kirby. E droioù-kaer a vez embannet gant Marvel Comics, hag an hini gentañ anezho a zo bet kinniget e-barzh Journey into Mystery # 83 (1962). Diazezet eo an dudenn-se war an doue anvet Thor hag a gaver e mojennerezh Skandinavia. E 2011 e voe c'hoariet perzh Thor gant an aktor aostralian Chris Hemsworth er film Thor, sevenet gant Kenneth Branagh ha deuet er-maez d'ar 6 a viz Mae 2011 er Stadoù-Unanet[1].
E 2012 e vo ar memes aktor a c'hoario perzh Thor er film The Avengers, sevenet gant Joss Whedon[2].
Buhez Thor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus krouerien strollad ar Veñjerien eo Thor. Ur gourharoz dibar eo, dre ma'z eo den (Donald Blake) ha doue war un dro. Gant e dad, Odin e anv, eo bet lakaet da zen (mervel e c'hall neuze), a-benn deskiñ bezañ uvel hag a-benn bezañ prest da vare Ragnarök. Don Blake ne oar ket eo bet un doue. Tamm-ha-tamm e teu soñj dezhañ en-dro, hag e tizolo e c'halloudoù dreistordinal pa gav e vorzhol, anvet Mjöllnir. Adalek ar mare-se e rank neuze Don Blake dont a-benn da verañ e vuhez evel mezeg hag e vuhez evel haroz. Ouzhpenn da se e fell dezhañ bezañ karet gant e skoazellerez, Jane Foster hec'h anv. Dres d'ar mare-se ez eo degemeret e skipailh ar Veñjerien (goude un irienn bet ijinet gant e vreur, Loki e anv). Ur wech aet kuit Hulk eus ar strollad ez eo Thor an ezel kreñvañ ennañ.
Pa glev Thor kaoz eus Asgard e kemm an istorioù : adalek ar mare-se ez eo rannet etre e ziv vro : war an douar e stourm a-enep da c'hourvilened hag e Asgard e stourm a-enep da voudoù o tont eus mojennerezhioù all, pe e rank seveniñ kefridioù ern egor. Ouzhpenn da se e tle dibab etre gwareziñ an douar, ha chom feal da Asgard. Diaes e vez dezhañ dibab, ar pezh a laka Odin da vont e fulor : en harlu e kas Thor neuze, pe e tenn e c'halloudoù digantañ.
Thor, roue Asgard
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An doare-se da vont en-dro a baouez pa varv Odin. Adalek ar mare-se e tap Thor gallouduoù e dad, ha lakaet eo da roue Asgard, goude ma vefe bet tennet e lodenn den dioutañ. E-touez e zivizoù kentañ evel roue e tiviz staliañ Asgard war an douar, ha krouiñ ur relijion nevez, diazezet war doueed Asgard. War vrasaat ez a perzh an asgarded e buhez an dud, ar pezh a laka an dud da vezañ entanet diouzh un tu, hag a re a zo e penn ar relijionoù all da vezañ ankeniet diouzh un tu all. Sach-blev a sav e reter Europa abalamour da Dhor, ha d'ar mare-se ec'h echu e zarempred gant Iron Man ha Captain America. Un emglev a vez aozet etre pennoù bras ar stadoù ha pennoù bras ar relijionoù, gant ar pal diskar an asgarded da vat. Ur beleg a zeu a-benn da lakaat Thor da bellaat diouzh Asgard. Un darzhadenn nukleel a zo aozet, gant ar pal distruj Thor. Met er memes koulz ez eo distrujet Asgard hag e kouezh war New York. Thor a zeu a-benn da zreistvevañ, hag e sikour an asgarded. Pa glask Jake Olson tapout Mjöllnir e sko Thor gantañ. Met pa glask Thor tapout Mjöllnir ne zeu ket a-benn, peogwir n'eus nemet ar re zellezek a c'hall implijout ar morzhol-se. E fulor e ya Thor neuze, hag asambles gant Loki hag Amora ec'h aloub an douar. Met diskaret eo o ren war an douar pa'n em gav Thialfi e Asgard nevez, dekvloaziadoù goude diskar Asgard. Met pa grog ar reveulzi kaset gant Thialfi ha mab Thor e kompren roue an doueed ar pezh a zo c'hoarvezet. E-pad ur veaj en amzer dremenet e vir ouzh Thor a lazhañ Jack Olson, hag unvanet eo en-dro tu den ha tu doue Thor. Neuze ec'h asant Thor kuitaat an douar hag ec'h adkas Asgard el lec'h ma oa, e-keit m'emañ Loki o prientiñ Ragnarök.
Ragnarök, pe marv Thor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ragnarök n'eo ket ur fin, ur c'helc'hiad eo. Mervel ha genel en-dro a ra bed an Ased : ennañ e vev boudoù galloudus ha kevrinus, hag int kalz kreñvoch' evit ar Vikinged. A-benn lakaat un termen d'an dra-se e tiviz Thor distruj e-unan bed an Ased.
Civil War, hep Thor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eus ket pell zo eo deuet Thor en-dro, er rummad anvet Civil War. Un den, anvet D.B. (evel ma c'haller lenn war e sac'h-kein) a zeu a-benn da dapout Mjöllnir (hag a oa kouezhet war an douar). E-pad un emgann e teu Thor hag e stourm a-enep an dispac'herien : lazhañ a ra Goliath (bet Black Goliath, Bill Foster), hag e redi strollad Captain America da dec'hout kuit. Goude-se e tizoloer e oa Thor ur c'hlon bet krouet gant Tony Stark, Red Richards ha Henry Pym.
An distro
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur rummad nevez a zo bet embannet gant Marvel. Ennañ e kaver Thor ha Don Blake kollet en netra. Blake a zeu a-benn da lakaat Thor da vevañ en-dro, ha neuze e teu Thor/Blake war an douar. Kreñ-kenaén eo deuet Thor da vezañ, dr em'eo an doue asgardian nemetañ. Sevel a ra Asgard en-dro, ha plavaén a ra ar gêr-se a-us da Oklahoma. Goude-se e krog Thor d aglask roudoù an doueed all, rak adenkorfet ez us ul lodenn anezho e-touez an dud, da vare Distruj Kelc'hiad Ragnarök.
Istor a c'homic
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude un nebeud troioù-kaer embannet e-barzh Journey into Mystery e tivizas Stan Lee diorren bed Thor, hag ennañ ec'h ouzhpennas muioc'h-mui a dudennoù tennet eus mojennerezhioù, kontadennoù ha mojennoù liesseurt. Jack Kirby, hag en doa lasket e blas da dreserien all, a stag en-dro gant Thor. Ijinañ a ra tudennoù dibar evel ar Rigellianed (tud diavaez douar), marcheien Wundagore, pe c'hoazh Sif, ur vrezelourez e karantez gant Thor.
Adalek niverenn 125 Journey into Mystery e teuas Thor da vezañ the Mighty Thor, ar pezh a ziskouez e oa brudet mat e-touez al lennerien. Marzhusoc'h-marzhusañ e teuas ivez an istorioù da vezañ, dreist-holl diwar levezon Jack Kirby. Pa guitaas hemañ Marvel Comics e klaskas Stan Lee derc'hel d'an dra-se. Dont a reas a-benn, a-drugarez da dud evel John Buscema (treser) ha Gerry Conway (istorioù). E-touez ar re all a reas war-dro istorioù Thor e c'haller memegiñ ivez, Lee parvient à Rich Buckler, Walt Simonson, Keith Pollard, Greg Larocque (evit an tresadenoù) ha Len Wein pe Roy Thomas evit a sell ouzh an istorioù. Hemañ diwezhañ a zeuas a-benn da liammañ doueed Skandinavia ouzh harozed Marvel, ha displegañ a reas "Ragnarôk" en ur chom feal d'a vojenn ha da rummad Marvel war-un-dro.
E 1983 e oa Thor war an diskar, hag e istorioù ne raent ket kement a verzh. Lakaet e voe Walt Simonson (tresañ hag istorioù) e karg eus an dudenn, gant ar pal adlakaat ar gwerzhañ da vont war-raok. Krouiñ a reas Beta Ray Bill, un den diavaez douar hag en deus ar memes galloudoù ha Thor, ijinañ a ra ivez ur c'hommando doueed en ifern. War e lerc'h e teuas Tom DeFalco (senario) ha Ron Frenz (tresañ), ha ganto e voe klaseloc'h an traoù, hag o istorioù a voe levezonet gant an daouad Lee/Kirby. Menegomp ivez Jim Starlin ha Bruce Zick, Roy Thomas ha M.C. Wyman, hag a stagas en-dro gant tammoù istorioù bet krouet gant Thomas p'en doa bet tro da sevel istorioù. Gant Warren Ellis ha William Messner-Loebs e voe echu al lodenn anvet "volume I". Gant Dan Jurgens e voe adroet lañs da Dhor adalek 1999. E karg eus an istorioù e oa, hag evit a sell ouzh an tresañ e labouras gant treserien liesseurt, evel John Romita Jr, Andy Kubert, Tom Raney pe Stuart Immonen.
Embannadur Thor e C'hwec'hkorn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gelaouenn Thor zo bet embannet en dastumad anvet Flash (levrioù bihan) gant Arédit/Artima. Goude-se ez eus bet embannet albomoù bras gant liv, goude-se albomoù bihan e gwenn ha du en-dro, hag albomoù bras marc'hadmat en-dro. Goude-se eo bet prenet Thor gant Lug. Da gentañ eo bet embannet e droioù-kaer e-barzh Ombrax-Saga, ha goude-se en ur rummad ispisial anvet « stumm klok ». Abaoe m'eo bet adprenet katalog Marvel gant Panini eo bet embannet troioù-kaer Thor e-barzh meur a gelaouenn : Avengers, Thor, ha Marvel Elite. Ranndanevelloù diwezhañ "volume II" a zo bet troet er rummad anvet "Monster" da gentañ, ha goude-se e -barzh Marvel Icons Hors Série #1. Rummadoù bihan gouestlet da Dhor a zo bet embannet e-barzh 100% Marvel hag ivez e-barzh Marvel Mega #28.
Tudennoù all stag ouzh Thor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Balder: doue skandinavian ar garantez, ar vraventez hag ar gouloù
- Amora ar Strobinellerez
- Fandral : mignon da Thor, klezeour
- Fenris (pe Fenrir) : bleiz, mab Loki
- Frigga : doueez an natur, ha mamm Thor
- Geirrodur : roue an drolled
- Heimdall : gward Bifrost, ar pont-kanevedenn
- Hella : doueez ar re varv
- Hogun : mignon da Dhor
- Karnilla : rouanez an Norned
- Kurse :
- Odin : tad Thor
- Loki : hanter-vreur Thor, doue an tan
- Sif : danvez-pried Thor
- Surtur : diaoul an tan
- Ulik : troll
- Ar Walkyrie : brezeloure Odin
- Vidar : Dieu an eost, ha breur Thor
- Volstagg : mignon da Dhor
- Ymir : ramz bet ganet e bro ar skorn, ha tad an holl zoueed
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ http://marvel.com/news/moviestories.10874.thor_movie~colon~_principal_photography_starts~excl~ Thor Movie: Principal Photography Starts!, marvel.com, 11 a viz Genver 2010
- ↑ http://www.firstshowing.net/2009/06/07/profile-on-marvel-studios-with-big-updates-from-kevin-feige/ Profile on Marvel Studios with Big Updates from Kevin Feige, Alex Bellington, First Showing, 7 a viz Even 2009
Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|