Tel Aviv
תל אביב-יפו تل أبيب-يافا) Tel Aviv | |
---|---|
Tel Aviv diouzh noz | |
Lec'hiadur | |
Ardamez ha banniel | |
Ditouroù | |
Gorread | 51,76 km2 |
Poblañs | 405 200 (2010) |
Stankted | 7867, 7 annezad/km² |
Distrig | Distrig Tel Aviv |
Kod post | 61999 |
Politikerezh | |
Maer | Ron Huldai HaAvoda |
Lec'hienn ofisiel | tel-aviv.gov.il |
Tel Aviv-Jaffa ( hebraeg תל אביב-יפו, Tel Aviv a dalvez Run an nevez-amzer ; en arabeg تل أبيب-يافا, Tal Abīb-Yāfā) a zo ur veurgêr war aodoù Israel. An anv Jaffa a implijer a-benn envel ar gêr arab kozh a voe kendeuzet e 1950.
Er veurgêr ez eus meur a gêr distag, en holl ez eus war-dro 3 milion a annezidi strewet war 14 km a-hed aod ar Mor kreizdouarel. E Tel Aviv-Jaffa ez eus war-dro 390 100 annezad, eil kêr vras ar vro eo. Anvet eo Gush Dan ar veurgêr, enni ar c’hêrioù Bat Yam, Holon, Ramat Gan, Givatayim, Bnei Brak, Petah Tikva, Rishon LeZion, Ramat Ha-Sharon ha Herzliya. En tolpad kêrel-se ez eus 3 100 000 a annezidi. E-pad an hañv e vez tomm ha gleb an amzer, padal eo kerreizh an hin e-pad ar goañv.
Al lod vrasañ eus ar c’hannatioù estren a gaver e Tel Aviv, dre ma n’eo ket anavezet Jeruzalem evel kêrbenn gant an holl stadoù. A-fet sevenadur ez eo kêrbenn Israel, hag ur gêr a vez gweladennnet kalz gant an douristed eo ivez.
Kêr Wenn Tel Aviv a zo enskrivet e glad bedel UNESCO.
Orin an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An anv Tel Aviv a voe dibabet d'an 21 a viz Mae 1910 e-touez meur a ginnig all, Herzliya en o zouez. Titl hebraek levr Theodor Herzl anvet Altneuland eo ivez. Evit a sell ouzh Jaffa e kaver meur a zisplegadenn : o tont eus ar ger hebraek yafah pe yofi,(brav, braventez) e c’hallje bezañ.
Krouidigezh ar gêr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1906 e oa an holl boblañs e Jaffa. Da vare bodadeg yuzevien Jaffa e klemmas ar berzhidi abalamour ma oa diaes dezho bevañ eno (re ger ar vuhez) hag ivez abalamour da zekred «Muhram» : dre an dekred-se e ranke ar yuzevien dilojañ bep bloaz. Setu perak e tivijont chom e bannlev Jaffa e-lec’h mont da greiz-kêr. E-pad ar vodadenn-se e kinnigas Arieh Akiva Weiss ma vefe savet ur gêr nevez. E ginnig a voe degemeret, hah aozet e voe ur gevredigezh, Yafo Agudat Bonei Batim (dont a rafe da vezañ Ahuzat Bait diwezhatoc’h), hec’h anv. Prenet e voe an douaroù, ha lodennet e 60 lodenn. Dasparzhet an 60 lodenn d’an 60 familh a oa ezel eus Ahuzat Bait. E-touez izili ar gevredigezh e oa Meir Dizengoff, hag a zeufe da vezañ maer Tel Aviv. Labourioù all a voe kaset da benn adalek an 11 a viz Ebrel 1909 a-drugarez d'ur gevredigezh all, Nahalat Binyamin hec'h anv. Dindan bloaz e voe savet meur a straed hag ur sistem merañ an dour ivez. 66 ti a voe savet. E 1914 e oa Tel Aviv ur gêr 100 hektar gorread dezhi. Ar c'hresk a chomas a-sav e 1917 pa voe skarzhet ar Yuzevien diouzh Jaffa, diwar urzh an Ottomaned.
Da vare Kefridi Breizh-Veur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bec'h a savas etre arabed ha yuzevien dindan Kefridi Breizh-Veur. D'ar 1añ a viz Mae 1921 e voe un emsavadeg, ha yuzevien a voe lazhet gant arabed. Ar yuzevien a guitaas Jaffa neuze, evit mont da repuiñ e Tel Aviv. Dindan 5 bloaz (1920-1925) e tremenas poblañs Tel Aviv eus 2 000 annezad da 34 000. Kreskiñ a reas c'hoazh ar gêr e 1926, met ar c'hresk a chomas a-sav abalamour da gudennoù ekonomikel etre 1927 ha 1930. Ar vuhez sevenadurel a voe kaset war-raok pa voe krouet ar c'hoariva Ohel ha diazezet hini Habima e 1931. Kreskiñ a reas poblañs ar gêr en-dro e-pad ar pempvet Aliyah, ur wech degouezhet an nazied e penn an traoù en Alamagn. Lod brasañ ar yuzevien a guitaas Europa a zeuas da Del Aviv hag e 1937 e oa 150 000 annezad enni. Daou vloaz goude e oant 160 000, da lavaret eo ouzhpenn un drederenn eus yuzevien ar vro. Lod brasañ ar re a zeue eus Europa a reas annez e Jaffa, met reuz a savas gant an arabed etre 1936 ha 1939, bneuze e voe aozet ur porzh nevez e Jaffa e 1938. Aerborzh Lod (a zeufe da vezañ aerborzh Ben Gourion) ha hini Sde Dov a voe aozet e 1937 hag e 1938. Ar gêr wenn a voe savet er bloavezhioù 1930, pa zeuas ar savourien yuzev ezel eus Bauhaus o doa ranket kuitaat Alamagn.
E 1947 e voe savet raktres rann ar vro gant ABU, gant ar pal krouiñ div stad : unan evit an arabed, eben evit ar yuzevien. Sañset e oa tel Aviv (230 000 annezad d'ar mare-se) bezañ el lodenn yuzev, padal e oa sañset Jaffa bezañ el lodenn arab, met nac'het e voe ar raktres gant an arabed. Reuze a savas e 1947 hag e 1948, hag an arabed a grogas da guitaat Jaffa adalek miz Ebrel 1948. Tapet e voe Jaffa gant arme Israel d'ar 14 a viz Mae 1948. Er memes devezh e voe diskleriet dizalc'h stad Israel. Lakaet e voe Tel Aviv da gêrbenn betek ma'z afe ar gouarnamant da Jeruzalem, e miz Kerzu 1949.
Transportoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hent pennañ da vont betek Tel Aviv a zo anvet Ayalon Highway, treuziñ a ra ar gêr eus an norzh betek ar su. Pevar zi-gar a zo a-hed an hent-se. Tro 1 milion a dud a implij an tren-se bep miz. Linenn gentañ metro Tel Aviv a rankfe bezañ savet a-benn 2012. Gar kirri-boutin brasañ ar bed eo hini Tel Aviv. An aerborzh etrebroadel, aerborzh Ben Gourion e anv, a zo war-hed 20 km eus Tel Aviv, e Lod. En norzh e kaver aerborzh Sde Dov, evit an nijadennoù diabarzh.
Maered
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Meïr Dizengoff (1921–1925)
- Meïr Bloch (1925–1927)
- Meïr Dizengoff (1928–1936)
- Israel Rokach (1936–1952)
- Chaim Levanon (1953–1959)
- Mordechai Namir (1959–1969)
- Yehoshua Rabinowitz (1969–1974)
- Shlomo Lahat (1974–1993)
- Ronnie Milo (1993–1998)
- Ron Huldai (1998–)
Gevellerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel Tel Aviv
- (en) Tel Aviv faliújság
- (en) Kêr wenn Tel Aviv