Tannhäuser
Tannhäuser a oa ur Minnesänger hag ur barzh alaman eus an XIIIvet kantved. Ne ouezer tost netra diwar e benn, ha ne ouezer ket hag-eñ e voe anezhañ zoken. Ar roud nemetañ anezhañ eo e varzhonegoù : peurliesañ e soñjer e voent savet etre 1245 ha 1265. Soñjal a reer ez eo liammet ouzh ur familh a renk uhel anvet Thannhausen. Diskennidi ar familh a zo o chom hiziv an deiz e kastell Tannhausen, e-kichen Ellwangen ha Dinkelsbühl. Soñjal a reer ivez e voe ezel eus lez Friedrich II Aostria. Er Große Heidelberger Liederhandschrift e weler Tannhäuser gwisket gant dilhad an Urzh Teut, neuze e c'haller soñjal en dije kemeret perzh er pempvet kroaziadeg.
Mojenn Tannhäuser
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tannhäuser a zeuas da vezañ ur seurt mojenn (testeniet azalek 1430), hag a voe diazezet war e destenn anvet Bußlied. Gwerzhioù a voe savet diwar e benn azalek 1450. Hervez ar vojenn e vije bet Tannhäuser ur marc'heg hag ur barzh hag en dije dizoloet Venusberg (« Menez Gwener »), hag a oa annez dindan douar an doueez Gwener. Eno e vije chomet ur bloavezh-pad, hag en dije azeulet anezhi. Morc'hed a vije deuet dezhañ goude bezañ kuitaet Venusberg, ha neuze e vije aet da Roma peogwir en doa c'hoant da resev absolvenn ar pab Urban IV. Urban en dije respontet e oa ken dibosupl ha ma kreske bleunvioù war e vazh. Met tri devezh goude ma vije aet kuit Tannhäuser, e voe bazh Urban en he bleuñv. Neuze e vije bet kaset kannaded dezho da adkavout Tannhäuser, met ne gavjont ket anezhañ peogwir e vije distroet da Venusberg.
Oberennoù diwar e benn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur c'hoarigan anvet Tannhäuser a voe savet gant Richard Wagner.
Er filmoù Blade Runner ha Soldier ez eus anv eus Tannhauser Gate. Un dave da Dannhäuser eo.
Oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Die Dichtungen des Tannhäusers, Testennoù Tannhäuser, gant displegadennoù
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Johannes Siebert, Der Dichter Tannhäuser: Leben, Gedichte, Sage. Halle/Saale: Niemeyer, 1934
- John Wesley Thomas, Tannhäuser, poet and legend: with texts and translations of his works Chapel Hill 1974 : University of North Carolina studies in the Germanic languages and literatures ISBN 0-8078-8077-9