[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

TéléNantes

Eus Wikipedia

Télénantes a zo ur chadenn skinwel lec'hel a servij foran eus meurgêr Naoned ha Liger-Atlantel skignet war kanol 31 an TNT.

E miz Ebrel 2002 e sav ar Conseil supérieur de l'audiovisuel (CSA) ur galv d'ar raktresoù evit ur skinwel lec'hel e Naoned. E Meurzh 2003 e vez goulennataet TéléNantes gant ar CSA hag e miz Gouere e ro d'ar gevredigezh ul lodenn eus ar frekañs dieub war ar c'hanol UHF 47.

Kregiñ a ra ar chadenn gant 10 a viz Kerzu 2004[1]. E miz Du 2009 e tivizas lez-varn kenwerzh Naoned e vo adkemeret Nantes 7 gant TéléNantes en ur zerc'hel un hanter eus an implijidi eus ar chadenn[2].

E deroù 2011 e vez kendeuzet gant he c'henseurtez Nantes 7 evit dont da vezañ N7 TV[3].

Ur budjed a 1 400 000 euro a zo gant Télénantes, ac'hantaet eo da 80 % gant kêr Naoned, gant Nantes Métropole ha gant ar C'huzul Meur, hag an 20 % a chom dre ar bruderezh.

Evel he amezegez Nantes 7 he deus ar chadenn ur sal-ren boutin evit ar bruderezh : RTVO evit dastum ar bruderezh ret evit mont en-dro.

C'hoant a zo gant Télénantes da gas keleier lies ha dizalc'h. Gant ar pellarvesterien pe ar CSA e c'hell bezañ galvet poellgor al liesegezh ennañ tud diavaez d'ar gevredigezh.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) TéléNantes, « La chaîne » e telenantes.com. Lennet d'an 30 a viz Mae 2010
  2. (fr) La TV locale Nantes 7 reprise par la chaîne associative Télénantes e lagazettedescommunes.com, 26 a viz Du 2009
  3. (fr) Télé nantaise : la fusion de Télénantes et Nantes 7 validée par le CSA, d'ar 5 a viz Genver 2011 war www.nantes.maville.com

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.