[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Skylla (euzhvil)

Eus Wikipedia
Ur pennad Skylla zo ivez.
Skylla, plakenn terracotta, eus Melos, 460–450 kent JK, kavet en Aigina. Londrez, British Museum.
Skylla, krater kloc'hheñvel atikat gant dremmoù ruz, 450-425 kent JK, Mirdi al Louvre (CA 1341)
Bartholomeus Spranger, Glaokos ha Skylla, 1580-1582, Kunsthistorisches Museum (Vienna, Aostria).
Odysseüs etre C'harybdis ha Skylla, gant Johann Heinrich Füssli.
Scilla, en Italia.
Skylla o tebriñ c'hwec'h eus kompagnuned Odysseüs. Skeudenn en Odysseia, gant John Flaxman.

Skylla (Σκύλλα / Skúlla e gregach; Scylla e latin) a oa un nimfenn, karet gant an doue Glaokos e mojennoù Hellaz kozh. Troet e voe en un euzhvil gant Kirke.

Alies e vez meneget hec'h anv gant hini C'harybdis, a zo ur garreg tost d'al lec'h m'emañ-hi o chom, a bep tu d'ur strizh-mor a lavarer bout hini Messina[1].

Disheñvelderioù zo e skridoù diwar-benn he zud.

Ur gaer a blac'h yaouank hag ur galon dener e oa Skylla. Bevañ a rae er mor pe e Sikilia pe e Calabria e-touez an Nereidezed. Un deiz e oa o c'hoari war an traezh e Zancle, o walc'hiñ he zreidigoù koant e dour ar mor.

An doue Glaokos, ur mab d'an doue Poseidon, a oa o neuial er mor hag o sellout outi a-bell a voe bamet ganti. Tostaat a reas da gomz flour outi evit he lubaniñ. Met spontet e voe Skylla gantañ abalamour d'e lost pesk bras, dre ma n'en doa ket treid evelti, ha redek a reas da repuiñ war ur menez. Chom a reas Glaokos da yudal e garantez war an aod.

Glaokos a oa orgedet outi, ha ne oa ket evit gouzañv he dismegañs. Hag eñ mont da Enez Eea da c'houlenn ouzh Kirke penaos gounit kalon Skylla gant huderezh ha c'hwistantin. An hudourez avat ne oa ket troet da reiñ sikour d'an doue peogwir e oa-hi orgedet outañ ha droug a vagas ouzh Skylla. Goude klask kendrec'hiñ Glaokos e c'hallje klask reiñ e galon da unan bennak ha ne raje ket fae warni e voe ret dezhi skoazellañ an amourouz.

E-lec'h ur c'hwistantin avat ec'h aozas ur c'hontamm hag e lavaras dezhañ petra ober gantañ. Glaokos a yeas d'e skuilhañ e dour an oufig ma teue ar goantenn da gouronkañ. Un deiz ma oa Skylla oc'h ober ur gouronkadenn e welas e oa deuet ur bagad chas ferv da sailhañ warni. Spontet e oa, ha muioc'h c'hoazh pa welas e teue ar chas eus he dargreiz hag e oa krog da dreiñ en ul loen euzhus. Neuze e lammas Skylla er mor. Glaokos a oa o sellout a-bell a droas e selloù hag a yeas kuit. Bevañ a reas Skylla e kev ur skoilh tost d'ar vougev ma emañ C'harybdis o chom.

En un doare all eus ar vojenn eo Poseidon e-unan a oa orgedet outi, hag Amfitrite an hini eo a ya war varc'h hag a c'houlenn digant Kirke aozañ an dial.


Mojennoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kaoz eus C'harybdis ha Skilla zo e meur a vojenn all:

  • an Argonaoted, a deuas a-benn da dremen etre an daou euzhvil gant gwarez an doueez Hera ;
  • Odysseüs, a welas an euzhvil o tebriñ darn eus e vartoloded (Odysseia, kan XII) ;
  • Herakles a oa o tont d'ar gêr da Hellaz gant oc'hen Geryon a gollas darn anezho o tremen dre eno.

Oberennoù awenet ganti

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Thoukydides, Istor Brezel Peloponnesos, IV, 24.
  2. Homeros Odysseia, XII, 124-126.



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.