[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Skoulm (unanenn)

Eus Wikipedia

Ar skoulm zo un unanenn evit muzuliañ an tizh. Talvezout a ra kement hag ur milmor (1852 metr) en un eur.

E brezhoneg, evel e yezhoù all, e reer gant ur ger a dalvez da envel ur weadenn en ur gordenn, ur skoulm. Kement-se zo deuet abalamour d'an doare ma veze muzulet tizh ar bigi gwechall. Implijet e veze ur gordenn a veze taolet er mor ha lezet da vont a-feur ma'z ae ar vag war-raok. A-hed ar gordenn-se e oa skoulmoù, ingal. Kontet e veze ar skoulmoù a dremene etre bizied an den en doa taolet ar gordenn er mor, e-pad ur pennadig amzer. Evel-se e c'halled muzuliañ tizh ar vag, eztaolet en un niver a "skoulmoù".

Ar skoulm n'eo ket un unanenn eus ar reizhiad unanennoù etrebroadel, rak an hed etre daou skoulm, a-hed ar gordenn, a oa 47 troatad ha 3 meutad gwechall (=14,4 m). Klotañ a ra ur skoulm gant ur milmor en un eur, hag ar milmor n'eo ket un unanenn etrebroadel kennebeut.