[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Skald

Eus Wikipedia
Bersi Skáldtorfuson o kenaozañ barzhonegoù goude bout bet toulbac'het gant an tiern Óláfr Haraldsson (skeudennet gant Christian Krohg evit un embann eus an Heimskringla)

Ur Skald, pe skáld (norseg:  [ˈskald]; islandeg: [ˈskault], hag a dalv "barzh"), zo barzhed brudet hag a ra ar varzhoniezh "skald". Daou zoare a zo d'ober barzhoniezh norsek, an hini kentañ eo ar varzoniezh "skald", an eil eo barzhoniezh an Edda, dizanv anezhe. Ar varzhoniezh skald a veze graet war un degouezh ispisial, war ar prim a-wezhioù, Gallout a rae ar varzhoneg bout hir a-walc'h pe gant ur werzenn nemetken (lausavísur). Ar barzhonegoù skald a oa pinvidikoc'h e-keñver ar frammadurezh hag al lavarerezh eget barzhoniezh an Edda, peogwir e veze arveret kenningoù hag heitioù (seurt treuzskeudennoù gant troadelloù pe heñvelsterioù), kenweadurioù, en ur ober gant ar metr anvet dróttkvætt.