[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Sidford

Eus Wikipedia

Sidford
Exmouth
Exmouth
Lyme Regis
Lyme
Regis

Sidford zo ur gêrig e Bro-Saoz, e Devon, war ar stêr Sid hag a red a-hed 10,5 km betek tizhout Mor Breizh e Sidmouth, etre Exmouth ha Lyme Regis.

Ar stêr Sid a ro he anv da Sidbury (= bourg, pe kreñvlec'h war ar Sid), da Sidford (= roudour war ar Sid), ha da Sidmouth (= genoù ar Sid).

Hervez Rivet & Smith e oa eno un annezadenn roman anvet Moridunum ː[1]

Talvezout a rafe an anv Moridunum kement hag "ar c'hreñvlec'h (*-dunum) e-kichen ar mor (*mori-)".

Dre an aer (Google Earth) e vez gwelet ur park kelc'hiek nepell a-us Sidbury, er pezh a zo war a seblant ur c'hember bihan.

Evel-just, ar Moridunum-se n'eo ket ar memes hini hag hini Bro-Gembre.

  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.