Sevenadur Oldowai
Sevenadur Oldowai zo ur prantad ag Henoadvezh koshañ ar maen hag a ra dave d'un henijinerezh ar vein eeun-tre: bili benet.
Lec'hiadur ha termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Donet a ra anv ar sevenadur-se a lec'hiennoù henoniel kaniennoù Olduvai e Tanzania. Da gentañ pa raed get an anv "sevenadur Oldowai" ne raed dave nemet da ijinerezhioù kozh etre 1,8 ha 1,6 milion a vleadoù ha lec'hiet e reter Afrika. Hiziv-an-deiz e c'hell gober dave da ijinerezhioù arall lec'hiet e-maez ag Afrika ha koshoc'h evit ar sevenadur Acheulean. Neoazh, evit pezh a sell douzh Europa e komzer a sevenadur Abbeville evit mennegiñ henijinerezhioù o daouduegoù gros savet kent re ar sevenadur Acheulean.
Teknikoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kemeret e veze bili a veze stummet buan-ha-buan e stumm binvioù é tennañ skolpennoù àr un tu (chopper) pe daou (chopping tool).
Piv e oa artizaned sevenadur Oldowai?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar relegoù kavet e-tal binvioù sevenadur Oldowai zo re Australopithecus boisei hag Homo habilis.