[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Seth

Eus Wikipedia
Seth
z
t
X
Stẖ

Seth e oa doue an dezerzh, an arnev, an dizurzh hag ar broioù estren e relijion Henegipt.

Tres arouezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stumm loenek Seth a n'eus souezhet an enklaskerien abaoe penn-kentañ an egiptologiezh. Jean-François Champollion(1790-1832), Ippolito Rosellini(1800-1843), Karl Richard Lepsius(1810-1884), a soñje dezho e oa ul loen faltaziek. Klasket eo bet resisoc'h peseurt loen e oa gant ho heulierien. Al loen-se a zo skeudennet 'vel ur c'hi treut abaoe an trede tiernezh. E voj a zo hir ha kamm hag e divskouarn eeun ha troc'het, disheñvel d'eus al loened gouez anavezet. E lost a zo bepred savet memes pa vez azezet pe gourvezet war e gof. A dreuz an amzer eo bet anavavezet al loen evel un azen, an oriks, an antilopenn, al levran, al louarn-traezh, ar jerboaz, ar c'hañval, an okapi, an hoc'h douar, ar jirafenn, an tapir, ar gad hag all... Bez 'zo bet a gustum egiptologed evel an alamaned Ludwig Borchardt(1863-1938) ha Günther Roeder(1881-1966) o lâret e oa ul loen ijinet. Titouroù a c'hallfe prouiñ e oa memes 'vit an henegipsianed ul loen faltaziek. En ur bez eus ar rouantelezh krenn e Beni Hassan 'vez gwelet loened an dezerzh e pad ur prantad chase. Al loen seth anveet Sha, a zo heuliet gant ur c'hi, ur flac'hun e benn, hag un eil ki un naer e benn. Hiriv an deiz e vez arguzennet c'hoazh da c'houzout petra eo al loen-se.

A56
Porched Egiptopedia
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn da Henamzer Egipt :

Istor | Douaroniezh | Labour-douar | Aozadur politikel | Faraoned | Arz | Mitologiezh | Doueed | Buhez pemdez | Levrlennadur | Geriaoueg