[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Seattle

Eus Wikipedia

Evit kêr Seattle, e stad Washington, gwelet amañ.


Si'áb Si'ahl e anv luchoutsidek, Chief Seattle ha Chief Sealth e saozneg (c. 17861866) a oa e penn ar pobloù amerindian Dkhw’Duw’Absh (Duwamish) ha Suquamish war tiriad Stad Washington hiziv.
Diwar e anv e voe anvet kêr Seattle e stad Washington.

E 1853 e voe diazezet Tiriad Washington war douaroù an Indianed. E deroù 1855, pa vennas gouarnour Oregon rediañ ar boblad da "werzhañ" o douaroù d'ar Stad, e klaskas Si'áb Si'ahl kozh — 67 vloaz — teuler ur pont dreist an islonk a oa etre doareoù an dud wenn hag an Indianed dre zistagañ dirak ar gouarnour Isaac Stevens ur brezegenn hag a zo chomet en eñvorioù.
D'an 22 a viz Genver 1855 e voe sinet feur-emglev Point Elliot etre an dud ruz hag ar re wenn.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]