Sal (enezenn)
Neuz
Sal , pe Ilha do Sal e portugaleg (Enez an Holen e brezhoneg), zo un enezenn eus ar C'hab Glas, er Meurvor Atlantel, 216 km² he gorread.
Anvet e voe Llana pa voe dizoloet e 1460 betek ma voe kavet holen enni ha cheñchet hec'h anv. Espargos eo ar gêr bennañ hag ur gumun hepken zo enni : kumun Sal.