[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Ronan Huon

Eus Wikipedia
Ronan Huon

Ronan Huon (Saint-Omer (Pas-de-Calais), 3 a viz Eost 1922Brest, 18 a viz Here 2003) a oa ur skrivagner brezhonek hag un embanner.

Ganet e oa en un tiegezh brezhonegerion divroet en hanternoz Bro-C'hall e-pad ur pennad abalamour ma oa bet e dad el lu gall, ha gellout a rejont distreiñ d'o bro c'henidik, Lannuon e Bro-Dreger, goude ar Brezel-bed kentañ.
Deskiñ a reas komz brezhoneg gant e dud ha gant kouerien an atant ma veze kaset da vakañsiñ bep hañv e-kichen Plougonven. Chom a reas skoachet e Lannuon e-pad an Eil Brezel-bed evit chom hep bezañ kaset da Alamagn, met heuliañ a reas kentelioù saozneg dre lizher gant Skol-Veur Añje ha Skol-Veur Roazhon. Mont a reas da gelenner e skol Blistin ivez.
Echu ar brezel e studias e Roazhon hag eno e kejas gant brogarourien. Gant Pol ar Gouriereg e savas ken abred ha miz C'hwevrer 1945 ar gelaouenn vrezhonek Tír na nÓg ha houmañ a reas berzh buan a-walc'h. Ronan Huon a rae war-dro al lodenn vrezhonek.

Dimeziñ a reas gant Elen ar Meliner, eus Langedig. Pevar mab o deus bet : Gwenael, Tudual, Riwal ha Herve.

E 1947 e voe anvet da gelenner war ar saozneg e Gwengamp ha dre ma yae da seniñ ar vombard e kelc'h keltiek kêr en em gavas gant Claudine Mazeas, Polig Montjarret, Dorig Le Voyer ha Jef Le Penven. Goude ur bloavezh en ur skol en Abertawe (Kembre) ez eas da gelenner e Landerne, Kemper ha Brest. E Brest e kelennas e lise an Harteloire ha da c'houde e lise Kerichen betek mont war e leve.

Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ronan Huon a voe e-touez ar re a savas Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion (KEAV). En deiz a hiziv, pa reer ur sell war-dreñv hag e weler na pet ha pet all a zo tremenet dre ar c'hampoù hañv-se, e veizer pegen pouezus e voe evit dazont ar brezhoneg. Dre ar c'hampoù-mañ, goude an diskar e fin ar brezel, e chomas bev ar spi en hor yezh.

Bodadeg gant burev Al Liamm : Loeiz Bihannig, Yann-Bêr d'Haese, Andrev Latimier, Ronan Huon, d'ar 17 a viz Eost 1983

Evel embanner en ur yezh vinorelaet ez eo bet eus ar re bouezusañ al labour a reas Ronan Huon evit broudañ an danvez-skrivagnerien vrezhonek, ha pa veze digalonekaet gant an diouer a skridvarnerien ken izel m'eo an niver a lennerien prest da ezteurel o flijadur pe o displijadur. Ur seurt bazhvalan eo bet Ronan Huon, hervez Malo Bouëssel du Bourg, pa alie an oberourien ha pa reizhe o skridoù diouzh ret gant o asant evit ar fazioù yezh.
Hervez kont e oa dezhañ ul labour divankañ diehan ha ne veze ket tu d'e glokaat, ken drailhet e oa yezh lod skrivagnerien e-keñver an doare-srivañ, an ereadur hag ar steuñv d'an aliesañ. Soñjal a ra da Filip Oillo (arroudennet gant M. Bouessel du Bourg) en deus aberzhet Ronan Huon al levrioù en dije gallet skrivañ.
Klask a rae Ronan Huon skridoù savet en ur yezh yac'h, met ar reishañ ma c'helle kinnig ken ne fellas ket dezhañ adembann levrioù hag a chome traoù da c'hwennat enno c'hoazh.

E-pad pell e chomas al labour embann ha skignañ kaset da benn gant tud ha ne oant ket tud a vicher gopret evit se, betek ma krogas Yann Goasdoue, ha Coop Breizh diwezhatoc'h, d'ober war-dro ar gwerzhañ hag ar skignañ er stalioù. E kav an ti e veze renket an holl levrioù ha niverennoù ar gelaouenn Al Liamm. E pakadoù-post e vezent lakaet gant e wreg pa veze tu d'o urzhiañ war-eeun hep tremen dre un ti-skignañ, kaset e vezent d'ar post ha skignet er bed a-bezh. Ne oant ket o-unan ha tud evel Janed Queillé da skouer, o deus roet harp dezho.

Ar gelaouenn lennegel Al Liamm-Tír na nÓg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1949 e voe kendeuzet teir c'helaouenn : Al Liamm, Tír na nÓg ha Kened evit dont da vezañ Al Liamm-Tír na nÓg.
E 1957 e prenas ar gevredigezh Al Liamm, digant Florentin Goinard, an darn vuiañ eus al levrioù brezhonek embannet gant Skridoù Breizh, an ti-embann stag ouzh Strollad Broadel Breizh. Pa ne oa mui al Liger-Atlantel e Breizh hervezo, ne glaskas ket lezioù-barn ar Puradur sevel ur prosez a-enep an ti-embann a oa e vurevioù er Baol.

Embannadurioù Al Liamm

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar skrivagner

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dalc'het gant melestradur ar gelaouenn Al Liamm hag an embannadurioù stag ne voe ket Ronan Huon evit sevel un oberenn lennegel fonnus.

  • Un dastumad barzhonegoù Evidon va-unan (1955) awenet gant gwazhwelouriezh deroù ar goudevezh-brezel.
  • Daou zastumad kontadennoù : An irin glas (1966) hag "Ur Vouezh er Vorenn" (1981), hep mennad politikel ebet hogen dezho dreist-holl ur mennad kenedelour.
  • Ur strollad danevelloù (2007), a vod An irin glas, Ur vouezh er vorenn ha meur a hini embannet en Al Liamm. Prientet eo bet ar strobad skridoù gant Herve Bihan, Alan Botrel, Tudual ha Riwal Huon. Rakskrid gant Herve Bihan.
  • Labour geriaduriñ : Dictionnaire breton-français français-breton, diwar danvez Roparz Hemon hag e hini (1997).

E 1992 e voe roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit ar brezhoneg.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]