[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Rink hockey

Eus Wikipedia

Ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez eo ar pennad-mañ.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzout hiroc'h, kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da bennvat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.

Ar Rink hockey zo ur sport bet krouet e 1877 e Bro-Saoz.

C'hoariet e vez war botoù-ruilh. Ar rink-hockey a vez anvet Hardball hockey er Stadoù-Unanet ha Rollhockey e Bro-Alamagn.

Ar Saozon a zo bet ar re varrekañ war ar sport-se. Hiziv an deiz avat eo ar broioù Latin a zo e penn an traoù : Portugal, Spagn, Italia hag Ac'hentina. Er broioù-se eo ur sport anavezet-tre hag c'hoariet e vez gant tud a-vicher.

E Bro-C'hall eo ar rink hockey ur sport amatour skoazellet gant Komite Broadel ar Rink hockey. Ar skipailh broadel a zo bet er c'hwec'hvet plas e kampionad ar bed diwezhañ.

Skipailh SL Benfica o c'hoari a-enep GD Sesimbra, e Portugal

Ar c’hrogad rink hockey kentañ a oa bet c’hoariet e Danmark Rink Londrez e Bro-Saoz e 1878.

Goude krouidigezh ar Polo e 1876, tud zo o deus krouet ar polo war botoù-ruilh anvet roller polo. Ar roller polo a zo anv kentañ ar rink hockey.

Ar rink hockey a zo erru er Stadoù Unanet e 1882 gant stummadur an National Roller Polo League e Dayton, Ohio. Stummet eo gant skipailhoù seizh kêr.

Muioc’h-muiañ a sportoù ruilh a zo bet krouet e fin an XIXvet kantved hag e penn kentañ an XXvet kantved. Adalek 1901 e oa skipailhoù rink hockey e Europa a-bezh.

Er bloavezhioù 1900 eo bet c’hoariet rink hockey gant tud vrudet eus ar sinema mut evel Stan Laurel ha Charlie Chaplin.

E Stuttgart, e Bro-Alamagn eo bet c’hoariet kampionnad ar bed rink hockey evit ar wech kentañ e 1936.

Kampionad broadel ar Stadoù-Unanet en deus kroget e 1961.

E-pad C’hoarioù Olimpek Barselona e 1992 eo bet ar rink hockey evel sport diskouez.

E 2004, skipailh « rannvroel » Katalonia a vez degemeret en FIRS (Fédération internationale de roller sports), ar pezh a ro ar gwir dezhi da gemer perzh e kampionad ar bed gourel B e 2004 e Macao. Ar wech kentañ eo d’ur skipailh rannvroel da gemer perzh en ur genskrivadeg bedel ofisiel. Ar skipailh-se a c’hounezo ar c’hampionnad hag en o ar gwir da gemer perzh e kampionnad ar bed gourel A e 2005 e San Jose. Met goude un diviz eus Lez Tredeogiñ ar Sport eo bet skarzhet Kataluña eus an FIRS.

Un dachenn rink hockey a zo etre 36 ha 44 metrad hirder war ul ledander etre 18 ha 22 metrad. Tro dro d’an dachenn ez eus ur gloued a ra 1 metrad uhelder an aliesañ. Al leur a c'hell bezañ graet gant betoñs, rousin, plañchod pe marbr.

Ar palioù a ra 1,70 metrad ledander hag 1,05 metrad uhelder. Ur roued tev hag ur varenn houarn ouzh al leur a servij da zec'hel mat ar volotenn er palioù (a-raok e veze 2 tredeog a-dreñv ar palioù evit gwiriañ ar poentoù).

A-dreñv ar pal ez eus ur roued bras-tre a ra 4 metrad evit mirout d’ar volotenn mont er maez eus an dachenn.

Ar zonenn tro-dro d’ar palioù a ra 9 metrad war 5,40.

Ar palioù a zo livet alies e orañjez evit ma vefent gwelet gant an holl.

En ur skipailh rink hockey ez eus 4 c’hoarier hag ur gward war an dachenn, an niver a erlec’hien a c’hell cheñch met alies ez eus ar memes niver a erlec’hien.

En ur match ez eus div hanterenn a bad 25 minutenn, an hanterenn a bad 10 vinutenn.

Ar volotenn a rank bezañ touchet nemet gant ar vazh-kromm hag ne c’hell ket bezañ savet uheloc’h eget 1,50 metrad (nemet gant ar gward). N’ez eus ket ar gwir da c’hoari gant an troad pe gant an dorn, ma c’hoarvez e vez ur fazi evit ar skipailh all.

Ar fazioù a zo c’hwitellet gant un digoll pe un tenn kastiz.

Un tenn kastiz a vez c’hwitellet pa vez fazioù e zonenn ar palioù. Ar volotenn a rank bezañ war ar poent penalti hep fiñval. N’ez eus nemet ar c’hoarier o tennañ an taol kastiz hag ar gward er zonenn pal, tout ar c’hoarierien all a rank bezañ e penn all an dachenn. An tredeog ne c’hwitell ket evit an taol kastiz, ar c’hoarier eo a zibab peur tennañ (5 eilenn en deus evit tennañ).

Ar c’henstokoù a zo difennet hag e vezont c’hwitellet diouzhtu gant an tredeog, padal int aotreet en hockey war skorn.

Dilhad ha dafar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar volotenn rink hockey a c’hell bezañ eus livioù disheñvel met n’ez eus morse ur volotenn gant 2 liv warni. Trohed ar volotenn a zo 23 cm ha pouez a ra 155g. Ar boutoù-ruilh o deus pevar rod, lasoù hir eus 1 metrad ha stardelloù dirak ar votez. Ar vazh-kromm a zo graet an aliesañ gant koat pe karbon, muzul a ra etre 0,90 m ha 1,15 m.

Ar c’hoarier rink hockey en deus manegoù, gwarezioù daoulin, gwarezioù tibia, ur grogenn hag ur warez-dent.

Ar gward en deus muioc’h a zafar eget ur c’hoarier. Evit harzañ ar volotenn e vez gwarezet war e benn, war e gorf hag war e zivc’har.