Polarieg
Polarieg (Polari,Palare, Parlary, Palarie, Palari, Parlyaree) | |
---|---|
Eil yezh hepken | |
Perzhioù | |
Komzet e : | Breizh-Veur Iwerzhon |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | fed ebet |
Renkadur : | Goude 100 |
Familh-yezh : | Yezhoù direnk
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | |
Urzh ar gerioù : | ? |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | PLD |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ar polarieg a zo ul luc'haj diazezet diwar an Italianeg hag ar Romanieg mesket gant luc'haj al laerion. Implijet eo gant gaeed. Poblekaet e oa bet gant an abadenn skingomz Round the Horne met pelloc'h eo e orin. N'eo ket sur penaoz eo bet ganet.
Livadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar polarieg a zo ur meskaj eus italianeg, romanieg ha meur a luc'haj. Ennañ e kaver gerioù yidichek amprestet digant ar yuzevien o vevañ en East End, gerioù amerikan ha reoù arall implijet gant an dud drammet.
Implij
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet e oa ar polarieg er marc'hadoù-pesk, er c'hoarivaoù hag en endroioù gae. Gantañ e raed da guzhañ oberiantizoù heñvelreizhel diouzh an dud arall. Krediñ a reer eo peogwir e oa bet ganet e bed ar sirk hag ar c'hoariva ma oa kalz gaeed. Ar Parlyaree, a zo tost tre ouzh ar polarieg, a zo bet implijet er foarioù adalek ar XVIIvet kantved ha komzet eo c'hoazh gant tud ar sirk e bro-Saoz ha bro-Skos. Muioc'h a c'herioù romanieg a endalc'h ar polarieg komzet er sirkoù eget an an hini impljet gant ar c'haeed.
Implijet e vez ivez er verdeadurezh-kenwerzh ma kaver kalz gaeed.
Diskarr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Estreget er sirkoù (ma na oa bet biskoazh liammet ouzh heñvelreizhder) e teraouias ar polarieg da vont dilezet goude ar bloavezhioù 60. Abalamour Round the Horne e oa neuze komprenet gant an holl hag an emsaverien eus ar bloavezhioù 70 a varne anezhañ dizereat.