Pevar Mab Emon
Ar Pevar mab Emon zo tudennoù eus lennegezh Europa hag a gaver da gentañ en ur romant marc'hegiezh eus an XIIIvet kantved, anvet "Renaud de Montauban". An istor-se zo ul lodenn eus ar c'helc'hiad romantoù marc'hegiezh awenet gant impalaeriezh frank Karl Veur.
Ul lod eo eus Danvez Bro-C'hall, a veze enebet ouzh Danvez Breizh.
Danvez an istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bevet o dije ar pevar mab Emon da vare Karl Veur. Mibien e oant d'an dug Emon (Aymon e galleg), eus Dendermonde, ha d'e wreg Aja, a vije bet c'hoar da Garl Veur. Anvet e oant Renaud (Reinhold, Renaut, Reinhout er skridoù gallek), Guichard (Guiscard pe Witsard er skridoù gallek), Alard (Alart, Adelhard, pe Adelaert) ha Richarzh (pe Richard, Ritsart, Risaert e galleg). Perc'henn e oant holl, hervez ar vojenn, war ur marc'h hepken, deuet da vezañ brudet, e anv Boyard. E koad an Ardenne hag e kastell Montalban e c'hoarvez an istor.
Ar pevar mab Emon e lennegezh Breizh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Buhez ar Pevar Mab Emon zo ur pezh-c'hoari brezhonek, ur mister, a vije bet skrivet e 1784 gant an Tregeriad Pêr ar Bruno, skolaer er C'houerc'had, diwar ur pezh gallek.
- Embannet e oa bet e 1848 gant Yann-Vari Ledan[1] hag un doare all e stumm ur romant en XXvet kantved gant Francis Gourvil, e ti ar Gwaziou, e Montroulez e 1911. Gant Camille Le Mercier d'Erm e 1928 ez eus bet un embannadur ivez..
- Renket pe adaozet eo bet e brezhoneg a-vremañ hag e peurunvan gant Pêr Bourdellez, skeudennet gant Erwan Kervella gantañ an anv a "Ar Pevar Mab Emon lesanvet Ar Pevar Marc'h Limon" hag embannet gant ar gelaouenn Skol, niverenn 36,37, 38, e 1967.
Ar pevar mab Emon e lennegezh Europa
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bout zo ur romant anvet Histoire des quatre fils Aymon a vez lakaet war gont Huon de Villeneuve, troubadour eus an XIIIvet kantved hag adembannet e 1829.
A-hervez, ar mab henañ, Renaud de Montauban, brudet gant an Ariosto en Orlando furioso, goude e gurioù evel marc'heg, a vije aet da vanac'h. Jean Froissart a zanevellas o istor en e g-Chronique (levrenn III, rannbennad xv).
E saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anavezet e oa an istor e Bro-Saoz e-kreiz an XIIIvet kantved[2] ha William Caxton a embannas ur skrid anvet The right plesaunt and goodly historie of the foure sonnes of Aymon e 1884[3].
Heuliadoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Adal an XIIIvet kantved ez eus bet savet skridoù all da genderc'hel gant troioù-kaer ar pevar mab.
- Maugis d'Aigremont (yaouankiz Maugis),
- Mort de Maugis (marv Maugis),
- Vivien de Monbranc (breur da vMaugis),
- Beuve d'Aigremont (tad Maugis, Beuve d'Aigremont, breur da Girart de Roussillon ha Doon de Nanteuil)[4].
Renaud, pe Rinaldo en italianeg, zo bet a bouez en Azginivelezh italian, er skridoù-mañ :
- Morgante gant Luigi Pulci,
- Orlando Innamorato gant Matteo Maria Boiardo
- hag Orlando Furioso gant Ludovico Ariosto. (gwelout Renaud de Montauban.)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) De Combarieu du Grès, Micheline & Subrenat, Jean. Les Quatre Fils Aymon ou Renaud de Montauban. Paris : Folio, 1983 (ISBN 978-2-07-037501-1)
- Les Quatre Fils Aymon zo anv ur varrez savet gant Maoris Béjart ha Janine Charrat e 1961 ivez.
- Buez ar Pêvar Mab Emon, duc d'Ordon, laqet e form eun dragedi, ha reizet en urz gant A.L.M.L., E montroulez, e ti Ledan, Impr.-Libr., e traon ru ar vur, 1848, skrid enlinenn
- Huon de Villeneuve, Histoire des quatre fils Aymon, embannet gant Jean-Pierre Brès, Pariz 1829, in-32.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Embannadur 1848
- ↑ (fr) Les Quatre Fils Aymon, ou Renaud de Montauban – Présentation, sélection et traduction en français moderne par Micheline de Combarieu du Grès et Jean Subrenat, Paris, Gallimard, 1983, ISBN 978-2-0703-7501-1
- ↑ (en) Ur gentel e saozneg arnevez a voe savet evit The Early English Text Society gant N. Trubner & Co. e 1885.
- ↑ Geneviève Hasenohr, Georges Grente, Guy Raynaud de Lage, Louis Pichard, Michel Zink, Dictionnaire des lettres françaises – Le Moyen-Âge, Le livre de Poche, 1992, ISBN 2-2530-5662-6, pp.1257-8.