[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Peirene

Eus Wikipedia
Feunteun Peirene e Korinthos, hervez Karl Wilhelm Göttling (1843).

Peirene (Πειρήνη e gregach) a oa un naiadenn, merc'h d'an doue-stêr Asopos, pe d'an doue-stêr Ac'heloios, pe da Oibalos, roue Lakonia. Meneget eo hec'h anv gant Paosanias, a skriv he doe daou vab diwar an doue Poseidon: Lec'hes ha Kenc'hrias. Diwar anv an eil e teufe anv porzh Korinthos, Lec'haion[1].

Kenc'hrias a voe lazhet gant an doueez Artemis, ma tirollas ar vamm gaezh da ouelañ dourek, ma troas e feunteun en akropolis Korinthos. Er feunteun-se eo e kavas Bellerofon ar marc'h Pegasos.

  1. Paosanias - Eil levrenn - Korinthos.