[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Pederneg

Eus Wikipedia
Pederneg
Chapel Loreta.
Chapel Loreta.
Anv gallek (ofisiel) Pédernec
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Bear
Kod kumun 22164
Kod post 22540
Maer
Amzer gefridi
Séverine Le Bras
2020-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn Web https://www.pedernec.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 856 ann. (2020)[1]
Stankter 51 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 35′ 52″ Norzh
3° 16′ 07″ Kornôg
/ 48.5977777777778, -3.2686111111111
Uhelderioù kreiz-kêr : 202 m
bihanañ 102 m — brasañ 302 m
Gorread 36,41 km²
Lec'hiañ ar gêr
Pederneg

Pederneg a zo ur gumun eus Treger, e Breizh, e departamant Aodoù-an-Arvor.

Ur gumun eus Breizh e departamant Aodoù-an-Arvor a zo eus Pederneg. Lec'hiet eo e 48° 35' 5 Norzh ha 3° 16' 07 Kornôg. Al live izelañ a zo 102 m a-us ar mor hag an hini uhelañ a zo e krec'h ar Menez Bre gant 302 m. Gorread tachenn Pederneg a zo 27,05 km². Ar c'humunioù nesañ a zo Kervoroc'h, Treglañviz, Sant-Laorañs, Bear, Louergad ha Landebaeron. Eieniñ a ra ar stêr Gindi e Pederneg (da welout ! Ar Manati en em gav e Louergad)

  • Erwan Vallerie ː Pedriac, 1160; Pedernec, 1269; Bidernec, Pidernec, 1330; Podernec, 1516; Pedernec, 1592
  • Meneget eo Pederneg e 1160 gant an anv "Pedriac". Ar pezh a lak da soñjal e sant Padern pe eus un orin galian-ha-roman (gant an -ac e fin ar ger).
  • Mervel a reas pemzek den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
  • Live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg zo bet sinet gant an ti-kêr d'an 11 a viz Gwengolo 2009. Raktreset eo sinañ al live 2.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

.

  • Peulvan.
  • Iliz katolik Sant Pêr.
  • Chapel Loreta.

Tosenn Torgenn Tuchenn Menez Bre Chapel Sant-Herve War da lein Bez Gwenc'hlan ez kreiz Da bep hini e deñzor Da bep hini e wirionez

  • Ur c'halvar.
  • Kervatamant. Maner ha kalvar.
  • Monumant ar re varv e Leurgêr ar Vourc'h, luc’hskeudenn ha kartenn-bost[5].
  • Monumant e koun ar Rezistanted hag an dud nann-soudard, etre ar maerdi hag an iliz katolik, luc’hskeudenn[6].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1 919 a dud a oa e 2012, ur boblañs izel a-walc'h. 53 den/km² eo ar stankter poblañs. Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Alfred Quélen, bet ganet d'an 20 a viz Eost 1888, soudard er 136vet rujumant war-droad, fuzuilhet d'ar 6 a viz Eost 1915 gant al lu gall e Sermaize (Bro-C'hall) abalamour m'en dije «dilezet e bost dre emvuturgn»[7].

Ardamezeg ar familhoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bahulost

Aotrounez Kervataman ha Kerillis

En glazur e zri skoedig en aour
de Belle-Isle / Enez-Gaer

Aotrounez al lec'h se ha Traoupont

En gul e greskenn en argant, heuliet gant pemp c'hregilhenn en aour
Le Borgne

Aotrounez Quilialan

En argant e gab dentek en gul

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (br)Fañch Peru : Hentoù ar C'hornog. Kan ar Stivell. Divyezhek. Berc'hed. 19987
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]