[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Park Geun-hye

Eus Wikipedia
  • Un anv eus Korea eo Park Geun-hye ; Park eo an anv-familh.

Park Geun-hye e 2011
Park Geun-hye ha Dilma Rousseff prezidantez Brazil. An div a voe skarzhet abalamour da aferioù arc'hant
Manifestadeg da c'houlenn ma vefe skarzhet Park Geun-hye

Park Geun-hye (koreaneg 박근혜), bet ganet d'an 2 a viz C'hwevrer 1952, zo ur bolitikourez eus Sukorea a zo bet 11vet Prezidant Sukorea adalek ar 25 a viz C'hwevrer 2013 betek an 10 a viz Meurzh 2017, ar c'hentañ maouez e oa bet da dizhout ar post-se. Merc'h eo-hi da Park Chung-hee, a oa bet prezidant Sukorea goude Taol-Stad ar 16 a viz Mae ha chomet er galloud etre 1963 ha 1979.

D'an 9 a viz Kerzu 2016 e oa bet digadoriet Park Geun-hye gant bodad broadel Sukorea a damalle dezhi bezañ bet harpet embregerezhioù bras da gaout kevratoù gant ar Stad. Barnet e voe an digadoriañ gant lez-varn vonreizhel ar vro ha d'an 10 a viz Meurzh 2017 e voe kadarnaet diviz ar vodadeg ha torret Park Geun-hye diouzh he c'harg da vat.

Park Chung-hee tad Park Geun-hye e-pad an taol-stad e 1961.