[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Palladion

Eus Wikipedia

Ar Palladion (Παλλάδιον / Palládion e gregach, Palladium e latin) a oa un delwenn sakr da Ballas Athene, o tougen armoù, goaf-bann ha skoed Athena.

Gant Athena e oa bet lazhet he c'henc'hoarierez Pallas. Neuze ec'h aozas un delwenn dezhi, ar "Palladion", a lakaas e-kichen an doue Zeus.

Un deiz edo Elektra o klask tec'hel dirak Zeus, hag o kuzhat a-drek an delwenn. Fuloret an doue meur, ma taolas an delwenn eus barr an neñvoù.

Kavet e voe an delwenn gant Ilos, saver kêr Troia (Ilion), dirak e deltenn, ma kasas anezhi d'ar gêr gantañ. E Troia e savas un templ evit he lakaat hag hec'h enoriñ.