Orbitenn geoarsinkron
Neuz
Graet e vez orbitenn geoarsinkron eus un orbitenn geokreizek ma vez ul loarell o fiñval warni er memes tu eget ar blanedenn (eus ar c'hornog d'ar reter evit an Douar) hag a zo e beriodenn reveulzi kevatal da hini ar planedenn warni e-unan, da laret eo evit an Douar : 23 eurvezh, 56 minutenn ha 4,1 segondenn. An orbitenn-se en deus un hanter-ahel vras tro dro da 42 200 km, uhelder an orbitenn geoarsinkron a zo 35 786km, met boas et bez komzet eus loarelloù da 36 000km.
Gellout a ra an orbitenn se bezañ stouet pe get e kenver ar plaen kehederel, hag e digreizenadur a c'hell bezan null (orbitenn kelc'hiek) pe get (orbitenn elliptek):
- Ma vez an orbitenn er plaen kehederel, e seblant al loarell warni bezañ difiñv en oabl. Graet e vez orbitenn geoarsavel outi. Un orbitenn geoarsavel eo neuze un orbitenn geoarsinkron gant ur stouadur hag un digreizenadur null.
- Ma vez stouet, e chom ar beriodenn reveulzi kevatal da hini ar blanedenn, met fiñval a ra an orbitenn d'an norzh ha d'ar su eus ar c'heheder. Ar roud war an douar a zo stumm un analem dezhi. Ma vez null an digreizhennadur ez eo simetrek ar roud war an douar e kenver ar plaen kehederel.
-
Roud war an Douar un orbitenn douarel geoarsinkron gant un stouadur 45° hag un digreizhennadur a 0.09.
-
Roud war an douar une orbitenn douaral geoarsinkron gant stouadurioù 30° ha 63.4° hag un digreizennadur null. Ma vez null ar stouadur ez eo ar roud war an douar ur poent (orbitenn geoarsavel).