Norderney
Neuz
Norderney (distaget [nɔɐ̯dɐˈnaɪ] en alamaneg ; Nörderneei en alamaneg-izel, distaget [nœədəˈneɛɪ] ; Nordeneach e frizeg) zo unan eus Inizi Friz ar Reter, en Alamagn, en arvor Mor an Hanternoz. Emañ etre Juist, er c'hornôg, ha Baltrum, er reter. Ur gumun eo ivez, e distrig Aurich, e stad Niedersachsen. En em astenn a ra enez Norderney a-hed 14 km ha 26,3 km2 eo he gorread. Bez' eo an dekvet enezenn vrasañ en Alamagn. Annezet eo gant war-dro 5 845 a dud (e 2013).
Ul lodenn vras eus an enezenn zo e Park Broadel Wattenmeer. Gallout a reer mont d'an enezenn eus an douar-bras, war-bouez bigi a loc'h eus porzh Norden.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|