[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

NEET

Eus Wikipedia

NEET zo un teskanv saoznek a dalv kement ha Not in Education, Employment, or Training, "Ket en Deskadurezh, al labour pe ar stummadur". Implijet e vez an da venegiñ un hinienn a zo dilabour, e-maez an deskadurezh pe ar stummadur eta.

Kroget e oad da implijout an doare renkadur-se er Rouantelezh-Unanet e dibennar bloavezhioù 1990. Goude-se e oa en em ledet an implij, gant derezioù disheñvel, etrezek broioù all evel Japan, Korea ar Su, Sina, Serbia, Kanada, ha Stadoù-Unanet Amerika dreist-holl.

Da NEET e lakaer an dud dilabour dre zarvoud hag ar re na glaskont ket labour. Darn eus implij ar renkadur NEET zo savet evit chom hep kontañ an duda zo war o leve.

Er Rouantelezh-Unanet, ar renkadur NEET a vez savet gant tud oadet a 16 vloaz betek 24 bloaz ; un isrann d'an NEET zo oadet a 16 vloaz betek 18 vloaz, alies e vez sellet pizh outi. E Japan e vez lakaet da NEET an dud oadet a 15 vloaz betek 34 bloaz hag a zo dilabour, ne labouront ket er ger, n'int ket enskrivet en ur skol pe ur stummadur kenebeut, hag ar re-se ne glaskont ket kavout ul labour.

En un dezrevell e 2008, an AKDE e oa aet an dilabour hag an NEET war ziskar er remziad 16–24 bloaz e lod broioù an AKDE dre ma oa bet uhelaet ha gwellaet deskadurezh ar re yaouank enno.

Arabat eo droukveskañ ar renkadur NEET hag an hini nevesoc'h anvet ar feur NLFET (Neither in the Labour Force nor in Education or Training) implijet evit ar wech kentañ en un dezrevell e 2013 gant Aozadur etrebroadel al Labour, ur rann eus ABU. Damheénvel ouzh NEET eo NLFET, nemet ne gemer ket e kont an dud yaouank dilabour, petra bennak ma'z int ul lodenn eus an nerzh labour.