[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Mercè Rodoreda

Eus Wikipedia
Mercè Rodoreda
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhSpagn Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMercè Rodoreda i Gurguí Kemmañ
Anv ganedigezhMercè Rodoreda i Gurguí Kemmañ
Anv-bihanMercè Kemmañ
Anv-familhRodoreda Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekGurguí Kemmañ
Deiziad ganedigezh10 Her 1908 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBarcelona Kemmañ
Deiziad ar marv13 Ebr 1983 Kemmañ
Lec'h ar marvGirona Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkrign-bev an avu Kemmañ
Lec'h douaridigezhCementiri de Romanyà de la Selva Kemmañ
TadAndreu Rodoreda i Sallent Kemmañ
MammMontserrat Gurguí i Guàrdia Kemmañ
PriedJoan Gurguí Kemmañ
Kompagnun(ez)Armand Obiols Kemmañ
BugelJordi Gurguí i Rodoreda Kemmañ
Yezh vammkatalaneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetkatalaneg, spagnoleg, esperanteg Kemmañ
Yezh implijet dre skridkatalaneg Kemmañ
Micherskrivagner, romanter, barzh, Esperantist, short story writer Kemmañ
Tachenn labourlennegezh Kemmañ
ImplijerRevista de Catalunya, Comissariat de propaganda, La Publicitat, Institució de les Lletres Catalanes Kemmañ
Bet war ar studi eEscola Menéndez Pelayo, Liceu Dalmau Kemmañ
Deroù ar prantad labour1930 Kemmañ
Ezel eusAssociació d'Escriptors en Llengua Catalana Kemmañ
Tachennbarzhoniezh Kemmañ
Levezonet gantPere Gurguí, Delfí Dalmau i Gener Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.mercerodoreda.cat/ Kemmañ
Dileuriad ar gwirioù a aozerreproduction right represented by CISAC-member Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ

Mercè Rodoreda i Gurguí (10 Here 190813 Ebrel 1983) a oa ur skrivagnerez katalanek hag unan eus skrivagnerien bouezusuañ Katalonia en XXvet kantved.

Ganet e voe Mercè Rodoreda e Sant Gervasi, ur c'harter eus Barcelona[1]. Didrubuilh e voe he bugaleaj, gant un tad troet gant al lennegezh hag ur vamm troet gant ar sonerezh. Lenn a reas oberennoù ur bern skrivagnerien gatalanek, klasel pe vodern, evel Jacint Verdaguer, Ramon Llull, Joan Maragall pe Josep Carner. C’hoari a reas e meur a bezh-c’hoari e-kerzh he bugaleaj. Levezonet e voe ivez gant he zad-kozh, a zeskas dezhi liorzhañ ha karout al lennegezh. Gwall skoet e voe pa varvas-eñ, hag hi daouzek vloaz.

E 1928 e timezas d’he eontr Joan Gurguí (14 vloaz koshoc’h egeti) hag ur mab o devoe, Jordi Gurguí. Adalek ar mare-se e krogas Mercè Rodoreda da skrivañ lennegezh, evit tec’hel diouzh he buhez evel « maouez er gêr ». Neuze e savas barzhonegoù, ur pezh-c’hoari hag ur romant. Da vare an Eil Republik spagnol, er bloavezhioù 1930, e labouras ivez evel kazetennerez. E 1937 e tapas ar priz Joan Crexells gant he romant Aloma. Sellet a rae-hi outañ evel he levr « azv » kentañ, met adskrivet e voe ganti penn-da-benn e 1969. Er bloaz-se ivez e tispartias diouzh he gwaz Joan Gurguí.

Abalamour d’ar Brezel Diabarzh e kuitaas Barcelona e 1939. Bevañ a reas en harlu e Roissy-en-Brie, e Bro-C'hall, da gentañ, a-raok tec'hel da Suis hag en em staliañ e Geneva. E Geneva, ma veve gant he c’haredig, Joan Prat, e skrivas he levr anavezetañ, La plaça del Diamant, a seller outañ evel ar romant katalanek pouezusañ en eil hanterenn an XXvet kantved.

E 1972 e tistroas da Gatalonia hag ober a reas he annez e Romanyà de la Selva, ur geriadenn nepell diouzh an aod, e proviñs Girona. Eno e skrivas levrioù all c’hoazh. E 1980 e voe embannet he romant diwezhañ Quanta, quanta guerra... hag er bloavezh-se ivez e tapas ar Premi d'Honor de les Lletres Catalanes (Priz a enor al lizhiri katalanek)

Mervel a reas diwar ur c’hrign-bev e 1983 ha beziet e voe e Romanyà de la Selva.

Romantoù he deus skrivet Mercè Rodoreda dreist-holl, met ivez barzhonegoù ha pezhioù-c’hoari. Meur a hini eus he romantoù zo bet troet e yezhoù all, ar galleg hag ar saozneg en o zouez. E-mesk he levrioù anavezetañ e c’haller menegiñ :

  • (1932) Sóc una dona honrada?
  • (1934) Del que hom no pot fugir
  • (1934) Un dia en la vida d'un home
  • (1936) Crim
  • (1938) Aloma
  • (1958) Vint-i-dos contes
  • (1962) La plaça del Diamant
  • (1966) El carrer de les Camèlies
  • (1967) Jardí vora el mar
  • (1967) La meva Cristina i altres contes
  • (1974) Mirall trencat
  • (1978) Semblava de seda i altres contes
  • (1979) Tots els contes
  • (1980) Viatges i flors
  • (1980) Quanta, quanta guerra...
  • (1986) La mort i la primavera
  1. (ca) AELC