[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Mauser

Eus Wikipedia
Mauser
weapons manufacturing company, motorcycle manufacturer
Tachenn obererezhioùgreanterezh armoù, Michererezh, greanterezh armoù ha musionoù, machinery industry and plant construction, metal industry Kemmañ
Deiziad krouiñ1811 Kemmañ
DiazezerWilhelm Mauser Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Furm lezennelGesellschaft mit beschränkter Haftung Kemmañ
Lec'h diazezOberndorf am Neckar Kemmañ
Perc'hennet gantRheinmetall AG Kemmañ
Aozadur mammRheinmetall AG Kemmañ
Sez sokialIsny im Allgäu Kemmañ
Raklec'hiet gantKöniglich Württembergische Gewehrfabrik Kemmañ
Heuliet gantMauser Jagdwaffen GmbH, Rheinmetall AG Kemmañ
Produarm-tan Kemmañ
Deiziad divodañ2000 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.mauser.com/ Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadMuseum Deelen, Liemers Museum, Dutch Resistance Museum Kemmañ
Arouez istorel ar merk, a vez implijet c'hoazh hiziv an deiz.

Ar Mauser Waffenfabrik, berraet en Mauser zo un embregerezh armoù-tan alaman a oa diazezet er Baden-Württemberg, da gentañ e Oberndorf am Neckar ha goude en Isny im Allgäu. Brudet eo evit bezañ pourveziet an arme alaman gant kalz armoù-skoaz hag armoù-dorn en XIXvet hag XXvet kantved, en o zouez ar Gewehr 98, ar Karabiner 98k pe ar pistolennoù Mauser 1914. He sistem kulasenn ijinet evit ar Gewehr 98 a vez implijet hiziv an deiz c'hoazh gant kalz armoù-chase. An anv a-vremañ ha leun a zo Mauser-Werke Oberndorf Waffensysteme GmbH.

Labouradeg roueel armoù Oberndorf a oa bet krouet d'an 31 a viz Gouere 1811 e Ludwigsburg gant Friedrich Kentañ. 133 den a laboure enni ur bloaz war-lerc'h. Diwezhatoc'h e voe kaset al labouradeg da Oberndorf. Eno e krogas da labourat un den anvet Andreas Mauser. Unan eus e seizh mab, Peter Paul, anvet peurliesañ Paul, ganet e 1838, a ziskouezas buan bezañ barrek war ar mod da efedusaat ar produiñ.

Diorren adalek fin an XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stumm marc'hegerezh (berroc'h) ar Gewehr 71.

Asambles gant e vreur Wilhelm e savas Paul e 1867 ur fuzuilh dezhi ur gulasenn o treiñ. Diazezet e oa war ar fuzuilh c'hall Chassepot. Goude brezel 1870 etre Frañs ha Prusia e voe dibabet ar fuzuilh gant an arme alaman hag anvet Gewehr 71 (fuzuilh 71). Kambret e oa evit kartouchennoù 11 × 60 mm. Tri stumm a voe produet : ar fuzuilh standart, dezhi ur c'hanol 850 mm ; ur garabinenn evit ar Jäger (chaseourien, soudarded pourveziet en ur mod skañvoc'h), dezhi ur c'hanol 700 mm ; hag un trede stumm evit ar marc'hegerezh, dezhañ ur c'hanol 500 mm.

E 1886 e krog an arme c'hall da implijout ar fuzuilh Lebel, ganti ur munision bihanoc'h e galibr hag oc'h ober gant poultr hep moged. Ar broioù all a heulio skouer Frañs buan a-walc'h. En Alamagn e voe ijinet ar gartouchenn gentañ gant un douilhez vihanoc'h, ar 7,92 × 57 mm. An arme a choazas ar fuzuilh nevez Mannlicher Modell 1888. Paul Mauser a ijinas ar fuzuilh Gewehr 92 met ne reas ket berzh : ne zeue ket a-benn da dapout marc'had an arme amerikan a-enep ar Krag-Jørgensen.

Ur stumm turk eus ar fuzuilh Gewehr 93.

Tamm-ha-tamm e voe prenet fuzuilhoù Mauser gant broioù all koulskoude : Mauser 1889 (Belgia), Mauser 1890 (Impalaeriezh Otoman) ha Mauser 1891 (Arc'hantina). Ar fuzuilh Gewehr 93 a rae berzh da vat e kalz broioù Suamerika. A-drugarez dezhi e c'hallas 750 soudard spagnolat derc'hel an dachenn e-pad 12 eurvezh a-enep da 15.000 amerikan, e miz Gouere 1898, en emgann San Juan, da vare ar brezel etre an div vro. Abalamour da se e voe prenet diwezhatoc'h breved ar gulasenn Mauser gant an Amerikaned ha montet anezhi war ar fuzuilhoù Springfield M1903.

Ur bistolenn Mauser C96.

Ar Mauser C96, ur bistolenn damaotomatek savet gant Paul Mauser, a reas berzh ivez adalek 1896. Gant kement a verzh e voe lezet ar vreudeur Mauser da ren war al labouradeg a zeuas da vezañ ar Waffenfabrik Mauser AG. E 1898 e tapas ar Gewehr 98 produet gant Mauser marc'had pourveziañ an arme alaman. Chom a reas arm-skoaz an Heer betek 1945 asambles gant armoù deveret anezhi evel ar Karabiner 98k. Fuzuilhoù ha karabinennoù Mauser a voe neuze e-touez armoù nesañ ar soudarded alaman e-pad ar Brezel-bed Kentañ hag an Eil Brezel-bed.

Goude an Eil Brezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur c'hanol-mindrailher BK-27.

Goude diskar an Trede Reich e voe aloubet labouradeg Oberndorf gant ar C'hallaoued. Dismantret e voe an uzin ha distrujet dielloù Mauser diwar urzh un dilennad eus ar vro. Edmund Heckler, Theodor Koch et Alex Seidel, bet ijinourien e ti Mauser, a savas an embregerezh armoù-tan Heckler & Koch a zeuas da vezañ pourvezier armoù-tan skañv nesañ an arme alaman. Mauser, deuet da vezañ un izembregerezh eus Rheinmetall, a broduas c'hoazh armoù aotomatek en eil hanterenn an XXvet kantved, evel ar c'hanol-mindrailher Mauser BK-27 montet war ar c'hirri-nij emgann Eurofighter Typhoon.

Distaget e voe skourr an embregerezh a rae fuzuilhoù-chase deus Rheinmetall er bloavezhioù 2000. Anvet eo bremañ Mauser Jagdwaffen GmbH. Produiñ a ra c'hoazh stummoù eus ar Gewehr 98 da skouer.[1]

Armoù produet evit an armeoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Gew 29/40 ha 12/34
  • Gewehr 71
  • Gewehr 71/84
  • Gewehr 89
  • Gewehr 92
  • Gewehr 93
  • Gewehr 94
  • Gewehr 95
  • Gewehr 96
  • Mauser C96
  • Gewehr 98
  • Karabiner 98k
  • Gewehr 41M
  • Tankgewehr 13 mm M1918

Munisionoù ijinet en embregerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) HENROTIN Gérard, Pistolets Mauser 1910 - 1914 expliqués, H&L - HLebooks.com, 2014
  • (fr) HENROTIN Gérard, Le Pistolet Mauser C96 expliqué, H&L – HLebooks.com, 2002
  • (fr) HUON Jean, Histoire des pistolets Mauser, 2009, 178 p.
  1. (en) Lec'hienn an embregerezh Mauser (lennet d'an 30/03/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan