Manfred von Richthofen
Neuz
Manfred von Richthofen
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Prusia |
Lealded | Impalaeriezh alaman |
Anv e yezh-vamm an den | Manfred von Richthofen |
Anv ganedigezh | Manfred Albrecht von Richthofen |
Anv-bihan | Manfred, Albrecht |
Anv-familh | von Richthofen |
Titl noblañs | Freiherr |
Deiziad ganedigezh | 2 Mae 1892 |
Lec'h ganedigezh | Wrocław |
Deiziad ar marv | 21 Ebr 1918 |
Lec'h ar marv | Vaux-sur-Somme |
Abeg ar marv | Killed in action |
Lec'h douaridigezh | South Cemetery Wiesbaden |
Tad | Albrecht Freiherr von Richthofen |
Mamm | Kunigunde von Schickfus und Neudorff |
Breur pe c'hoar | Lothar von Richthofen, Bolko von Richthofen |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Micher | airman, ofiser |
Bet war ar studi e | Royal Prussian Main Cadet Institute |
Deroù ar prantad labour | 1911 |
Grad milourel | cavalry master |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Skour lu | Imperial German Air Service, Marc'hegerezh |
Military casualty classification | Killed in action |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Manfred Albrecht Freiherr von Richthofen, ganet d'an 2 a viz Mae 1892 hag aet da Anaon d'an 21 a viz Ebrel 1918, brudet dre e lesanv ar Baron Ruz pe « Diable rouge » , a oa ur blenier kirri-nij brezel el Luftstreitkräfte (Aerlu brezel Impalaeriezh Alamagn) e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. Lakaet e vez war-raok evel As gwellañ ar brezel. En un doare ofisiel e lakaer 80 trec'h war e gont e-pad an emgannoù-nij.
Richthofen a voe lazhet e-kichen Amiens e Vaux-sur-Somme d'an 21 a viz Ebrel 1918. Dizemglev a chom hiziv-an-deiz c'hoazh war penaos eo marvet ha war e vuhez blenier kirri-nij brezel. Lothar von Richthofen, breur yaouankoc'h Manfred von Richthofen, a oa bet ivez un nijer brezel brudet eus ar C'hentañ Brezel-bed.