[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Mahatma

Eus Wikipedia

Ur ger sañskriteg a dalvez "Ene Meur" eo Mahatma. Roet e vez an anv-se d'an dud evel Mohandas Karamchand Gandhi (bet enoret evel-se gant Nautamlal Bhagavanji Mehta d'an 21 a viz Genver 1915 e skol Kamribai e Jetpur, India) hag implijet e vez evit diskibled, eneoù frank pe michereien. Evit teuler ur sell ouzh an teul gant an arroud orin, sellet ouzh https://web.archive.org/web/20080515055827/http://www.kamdartree.com/mahatma_kamdar.htm.

Brudet eo bet ar ger el lennegezh teozofel e dibenn an XIXvet kantved pa oa bet embannet gant an Itron Helena P. Blavatsky, unan eus diazezerien ar gevredigezh teozofel, e oa he c'helennerien diskibled pe Mahatmated a veve e Tibet.

A-wechoù e vez roet an titl-se da vistri ar c'horroidigezh gant teozofourien zo. Diouzh lavar teozofourien zo ha kelenn an New Age n'eus ket boudoù dienkorfet eus ar Vahatmated, kentoc'h ez int tud a ouestl kemer preder gant diorroidigezh an hiniennoù hag ar sevenadurezhioù.

Blavatsky eo bet an hini gentañ en amzerioù modern oc'h embann kaout darempredoù gant diskibien, anezho mistri teozofourien, dreist-holl Koot Hoomi ha Morya. Disklêriañ a ra en he skridoù bezañ o skignañ kelennadurezh ar Vreuriezh Wenn Veur.

E miz Gwengolo ha miz Here 1880 eo bet an Itron Blavatsky o welet A. P. Sinnett e Simla e norzh India. Broudet gant an dedenn don eus Sinnett d'ar gelennadurezh teozofel d'an Itron Blavatsky ha labour ar gevredigezh teozofel e stag an Itron Blavatsky gant un darempred dre lizher etre Sinnett hag an daou ziskibl a arc'hantaoue ar gevredigezh, K.H. ha M.

Diwar ar c'henskrivañ-se eo bet skrivet Ar bed kuzh (1881) hag ar voudaegezh ezoterek (1883), gant Sinnett. Bras eo bet levezon an daou levr-mañ evit sachañ evezh an dud dre vras war an deozofiezh. Kavet e vez ar respontoù roet gant ar Vahatmated da c'houlennoù Sinnett en e lizheroù eus 1880 da 1885, bet embannet e Londrez e 1923 dindan an anv Lizheroù ar Mahatma (Mahatma Letters) da A. P. Sinnett. Kenskrivet o deus graet ar Vahatmated gant un toullad mat a dud e-pad bloavezhioù kentañ ar gevredgiezh teozofel. Kalz eus al lizheroù-se zo bet embannet (e saozneg) e div levrenn anvet Lizheroù digant Mistri ar rouantelezh (Letters from the Masters of the Wisdom), Rannoù 1 ha 2.

Kalz tabut zo bet evit gouzout ha bez' e oa bet eus an diskibien-se e gwirionez. Douetañs zo bet savet e burutellerien Blavatsky war bezañs gwirion he Mistri. Sellet, da skouer, ouzh displegadenn W.E. Coleman's. Ouzhpenn 25 den o deus testeniekaet bezañ gwelet ha bezañ bet darempredoù gant ar Vahatmated-se e-doug buhez H.P.Blavatsky. Evit ur roll kronologel dre ar munud eus an testoù-se, sellet ouzh Deizlevr emgavioù gant Mahatmated teozofel. Er bloavezhioù diwezhañ ez eus bet kaset da benn un deorienn zedennus gant K. Paul Johnson diwar-benn ar vistri-se met tabutet e vez warni.

Goude marv H.P.B. e 1891 ez eus bet embannet gant meur a hini bezañ e darempred gant he mistri ha bezañ "kannaded" nevez ar Vistri en ur brezeg evel-se kelennadurezhioù ezoterek a bep seurt. Evit gouzout hiroc'h, sellet ouzh an Itron Blavatsky & deizioù diwezhañ kannaded ar Vistri.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]