Louiguy
Louiguy a oa anv-micher ar sonaozer gall Louis Guglielmi, ganet e Barcelona (Katalonia) d'an 3 a viz Ebrel 1916, marvet d'ar 4 a viz Ebrel 1991 e Vence (Alpes-Maritimes), e Bro-C'hall.
Ganet e oa e Spagn, ma chomas betek e seizh vloaz. Italian e oa e dad, ha soner e oa e laz Arturo Toscanini. E 1923 ez eas an tiegezh da chom da Vro-C'hall. D'e 15 vloaz ez eas d'ar c'h-Conservatoire de Paris. Sonerezh a studias eno war un dro gant Henri Betti, Paul Bonneau, Henri Dutilleux, Pierre Spiers ha Raymond Trouard.
Div ganaouenn savet gantañ zo brudet dreist ar re all : La Vie en rose evit Édith Piaf, bet kanet goude gant Louis Armstrong, ha Cerisier rose et pommier blanc, met honnezh ne oa ket savet gantañ e gwirionez pa oa bet tapet digant ar c'haner spagnol Jorge Sepúlveda (1917-1983), nemet implijet e voe gant Dámaso Pérez Prado, ha brudet kenañ pa deuas da vout ur mambo diouzh ar c'hiz.
Graet en deus sonerezh evit un 30 film, gant Sacha Guitry da gentañ.
Filmoù a labouras warne
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La Rose de la mer (1946)
- The Treasure of Cantenac (1950)
- Boum sur Paris (1953)
- Les Tortillards (1960)
- Mourir d'aimer (1970)
- Verdict (1974), gant Jean Gabin.