[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Llanrhaeadr-yng-Nghinmeirch

Eus Wikipedia
Llanrhaeadr-yng-Nghinmeirch

Llanrhaeadr-yng-Nghinmeirch zo ur gêriadenn, ur barrez hag ur gumuniezh e kontelezh Sir Ddinbych, e Kembre. Alies e lavarer Llanrhaeadr hepken. Emañ etre Dinbych ha Rhuthun.

Gouestlet eo an iliz-parrez da Sant Dyfnog pe Defynog, hag unan eus ilizoù koshañ Kembre eo. War ur werenn-livet eus 1533, an hini vravañ e Kembre moarvat, e weler ur skeudenn eus "gwezenn Yese". E-kichen an iliz emañ feunteun sakr Sant Dyfnog, ma oa boas an dud da zont da gaout ar pare gwechall.

Ur skol kentañ derez zo, ur preti hag un davarn e-kreiz ar gêriadenn.

E 2011 e oa 1 038 a dud o chom e Llanhaeadr-yng-Nghinmeirch, ha 514 anezho (51,2%) a oa kembraegerien[1].