Lemojezeg
Lemojezeg (Lemosin) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Bro-C'hall |
Rannved : | Europa |
Komzet gant : | 400 000 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek
|
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | |
Akademiezh : | Conselh de la lenga occitana |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | oc |
ISO 639-2 | oci |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | OCI |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Ur rannyezh eus an okitaneg eo al lemojezeg. Brudet-kenañ eo bet etre an XIIvet hag ar XIVvet kantved en Europa a-bezh, dre ma oa ar yezh implijet gant an droubadoured. Graet e vez ivez yezh aour ("lenga d'aür") anezhi.
Termenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ul lodenn eus an norzhokitaneg eo al lemojezeg, gant an arverneg hag okitaneg an Alpoù, hag a vez komzet ivez e Traonennioù okitanek Italia, betek Cuneo (Coni). Kalzig diforc'hioù a zo etre norzhokitaneg ha suokitaneg:
- en norzh-okitaneg eo kouezhet kensonennoù diwezhañ ar gerioù.
E langadokeg: las bravas femnas e vez distaget [las bravas femnas]
E lemojezeg: las bravas femnas a vez distaget [le brave fenne] pe [la brava fenna]
- kensonennoù gouzoug zo aet war staonekaat.
E langadokeg: la cabra [lo cabro]
E lemojezeg: la chabra [lo tsebro]
- E lemojezeg e vez digoret muioc'h ar vogalennoù.
- kouezhet eo an a- e penn-kentañ ar gerioù.
E langadokeg: abelha
E lemojezeg: 'belha.
Tachenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Komzet e vez lemojezeg e Bro-Lemojez (departamantoù Haute-Vienne, Corrèze, Creuse), met ivez e Charente, hag e Dordogne. Koulskoude e veze komzet gwechall betek Poitiers.
Istor ha lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An dielloù gentañ skrivet en okitaneg, da skouer ar Boecis (tro-dro ar bloaz 1000), a voe skrivet e lemojezeg. Hag e penn-kentañ e voe ganet barzhoniezh an droubadoured e Bro-Lemojez. An droubadoured kentañ (Guilhem IX de Peiteus, Cercamon, Marcabru) a skrivas e lemojezeg, o yezh dezho. War o lerc'h o deus dalc'het ar re all gant ar yezh-se, pe e vefent eus Bro-Lemojez (Bernard de Ventador, Gaucelm Faydit...) pe get (Arnaut Daniel, Folquet de Marsilha...). Setu perak e voe anavezet ar yezh-se en Europa a-bezh, hag e veze graet "lemojezeg" eus ar c'hatalaneg.
Implijet e veze al lemojezeg gant kalz a Aotrounez eus Akuitania pe Bro-Lemojez, evel Eleanora Akitania pe Richarzh Kalon Leon. Hemañ en deus skrivet meur a varzhoneg e lemojezeg.
Chom a ra al lemojezeg ur yezh lennegel en XXvet hag en XXIvet kantved, dre ma'z eus skrivagnerien dedennus evel Pau-Lois Granier, Marcela Delpastre, Jan dau Melhau, Yves Lavalade, Jean-Pierre Reydi, Monica Sarrasin pe Micheu Chapduelh.
Buhez ar yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Betek ar XVIvet kantved a oa al lemojezeg yezh ofisiel ar rannvro. Chom a ra ar yezh voutin betek fin an XIXvet kantved, memes er c'hêrioù bras evel Lemojez, St-Junien pe Brive. Hudu e vez implijet gant tud o chom war ar maez kentoc'h, memes ma'z eus tu da glevout anezhañ c'hoazh e karterioù 'zo e Lemojez pe Brive. Implijet e vez kentoc'h gant tud ouzhpenn hanter-kant vloaz, memes ma vez komprenet gant ul lodenn vras eus ar re yaouankoc'h. An holl gomzerien a zo divyezhek bremañ, ha kavet e vez e galleg Bro-Lemojez kalzig a droioù-lavar, pe doareoù lavarout hag a zeu eus an okitaneg.
Bez eus div skol kentañ derez dre soubidigezh, war batrom Diwan (calandretas e lemojezeg, an eil e Lemojez, hag eben e Périgueux. Tri c'helenner a gelenn lemojezeg e skolajoù, liseoù hag IUT publik e Bro-Lemojez, ha kentelioù a zo er skol-veur ivez. Kentelioù noz a vez kavet alies a-walc'h du-mañ du-hont.
Gwelout ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diabarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- La mémoire ponticaude et ses langues - Site sur le quartier des Ponts à Limoges
- Emission radio en occitan limousin
- Résumé de thèse sur le cartulaire du consulat de Limoges
- EXPRESSIONS CORREZIENNES
- Le parler creusois de Fresselines
- (oc)(fr) https://web.archive.org/web/20130202144401/http://ieo-lemosin.org/?lang=oc
- (oc) http://arrilemosin.free.fr/
Levrioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Yves Lavalade, Dictionnaire Français / Occitan (Limousin-Marche-Périgord), Lucien Souny, 2001
- Yves Lavalade, Dictionnaire Occitan / Français (Limousin-Marche-Périgord), Lucien Souny, 2003
- Marcel Tintou, Grammaire limousine, Limouzi, 1983
- Jean-Pierre Reydi, Notre occitan, Le dialecte du Périgord-Limousin parlé dans le Parc naturel régional, IEO du Limousin, 2008.