[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

La Goulue

Eus Wikipedia
Skritell gant Lautrec
Bez La Goulue

La Goulue (ar Varlonkez) a oa anv-micher Louise Weber (1866-1929) , ur gorollerez c'hall e kabaredoù Pariz er bloavezhioù 1890. Poltredet eo bet meur a wech gant Toulouse-Lautrec.

Tapet he doa al lesanv-se dre ma lonke bannac'hoù an everien diwar an taolioù e-pad an dañsadegoù. Brudet eo da vezañ krouerez ar French can-can. Bet eo e-touez serc'hed niverus ar roue saoz Edouarzh VII.

Ar Moulin Rouge

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Labour Lautrec

Louise a zañse er Moulin Rouge, adal 1889. Anaoudegezh a reas gant Jules Étienne Edme Renaudin (1843-1907). Brudet e oa evel dañser, ha Valentin le Désossé e oa e anv_micher. A-gevret e tañsent ar « chahut » ha dont a rejont da vout ur c'houblad dañserien brudet.


La Goulue war al luc'hskeudennoù

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.