[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kromozom

Eus Wikipedia
Kromozom

Ar c'hromozom (diwar ar gresianeg χρῶμα/chroma liv ha σῶμα/soma korf) zo un elfenn graet gant TDN ha proteinoù (an histonoù) er c'helligoù.

Er c'hromozom emañ an titouroù genetik hag a vez dasparzhet e pep kellig dre ar rannadur kelligel.


Lec'hiadur er gellig

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diouzh ar gellig eo.

Kromozomoù ar c'helligoù eukariot

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kromatin fetisaet a ya d'ober ar c'hromozomoù. Cheñch a ra stumm ar c'hromatin diouzh prantadoù ar c'helc'hiad kelligel.

An aliesañ zo stumm un X gant ar c'hromozom, gant div vrec'h hir ha div vrec'h verr, liammet er poent anvet santromer.

Diouzh al lec'h m'emañ ar santromer e vez disheñvelaet ar c'hromozomoù :

  • kromozomoù metasantrek : e kreiz emañ ar santromer. Keit eo ar peder brec'h neuze.
  • kromozomoù submetasantrek : tost ouzh ar c'hreiz emañ ar santromer. Ar vrec'h vihanañ a vez anvet « p » hag ar vrec'h hirañ « q ».
  • kromozomoù akrosantrek : tostoc'h ouzh ur penn (an telomer) emañ ar santromer.
  • kromozomoù telosantrek : tost-mat ouzh an telomer emañ ar santromer.

Kromozomoù direizh a c'hell bezañ ivez :

  • kromozomoù asantrek : santromer ebet.
  • kromozomoù disantrek : gant daou santromer.

Heñvel eo kariotip bevedegoù ar memes spesad. Er c'helligoù somatek ez eus bep a div skouerenn kromozom. Ur skouerenn hepken zo er c'helligoù seksel.

Kromozomoù ar c'helligoù prokariot

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E darn vrasañ ar bakteri eo kelc'hiek ar c'hromozom.