[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kombod

Eus Wikipedia

Ur c'hombod zo ivez ur rann eus un ti, pe ul loch.

Ur c'hombod (cwmwd e kembraeg[1], ha cymwd er skridoù kozh), a oa ur rannvro vihan gant Brezhoned ar Grennamzer gozh, e Kembre hag e Breizh (hag e Bro-Leon eo deuet da vout un anv-tiegezh).

Dont a ra ar ger kembraek eus cym- ("ken-" e brezhoneg) ha bod[2]. Ar ger saoznek "commote" a zeu eus ar ger kembraek cymwt[3]. Diwar ar ger kembraek cwmwd eo bet savet ar ger cymydog, a dalveze "den o chom en hevelep kombod", hag a dalv hiriv kement hag amezeg.

Diazez ar vuhez e oa ar barrez, pe tref (ur ger a gaver ivez e lec'hanvadurezh Breizh ). Dre vras e oa ezhomm 100 tref d'ober ur c'hantrev (cantref) hag an hanter pe an drederenn eus ar c'hantrev a oa ur c'hombod. Pa seller a-dost ne oa ket ken resis-se bep tro.

Cantrefi a veze lavaret eus meur a gantref. Gant ar c'hombodoù e oant rannadurioù ma oa diazezet warne an difenn hag ar justis. E penn pep kombod e oa ur penn pe un tiern a oa dindan ar penntiern a oa o ren. Hennezh a oa e lez en un dref, anvet maerdref.

E Kembre e oa ul lez-varn e pep kombod.

E Levr Ruz Hergest (1375-1425) e kaver ur roll resis eus kombodoù e dibenn ar XIVvet ha deroù ar XVvet kantved[4].

Sellit ouzh roll kombodoù Kembre.

Kavet e vez an anv-se e meur a lec'h e Breizh : e Gwiglann, e Kerien, e Kemperle, e Sant-Wazeg... Diwar an anv-se e teu ivez moarvat anv ar gumun Ar C'hembod.

Sellit ouzh ar pennad Kombod (anv-tiegezh).

  1. cymydau, cymydoedd'' a-wechoù ivez, Geiriadur Prifysgol Cymru (University of Wales Dictionary), p. 643
  2. Geiriadur Prifysgol Cymru, p. 643
  3. Brown, Lesley (ed), "New Shorter Oxford English Dictionary", Clarendon Press, Oxford, 1993 ISBN 0-19-861134-X
  4. J. Gwenogvryn Evans (ed.), The Text of The Bruts from the Red book of Hergest (Oxford, 1890), er pajennoù 407-412