[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Komárom

Eus Wikipedia
Ti-kêr Komárom

Komárom (Komárno e slovakeg, Komorn en alamaneg) zo ur gêr gozh eus Hungaria, e hanternoz ar vro. Emañ war lez dehoù an Danav, hanter-hent etre Budapest ha Bratislava.

Abaoe dibenn ar Brezel-bed Kentañ eo aet an douaroù a oa e hanternoz Rouantelezh Hungaria d'ober Slovakia, ur vro stag da gentañ ouzh Tchekoslovakia hag ur stad dizalc'h bremañ. Gant se eo bet rannet kêr Komárom e div lodenn : an eil, er c'hreisteiz d'an Danav, a zo chomet en Hungaria, hag eben, en hanternoz d'ar stêr, a zo bremañ e Slovakia. En hanternoz e oa kreiz ar gêr, al lodenn goshañ anezhi.

En Hungaria ez eus tost da 20 000 a dud o chom e Komárom. E Slovakia, er gêr a reer anezhi ent-ofisiel Komárno, ez eus 35 000 a dud, ha war-dro 60% anezho zo hungaregerien.

Kêrioù gevellet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gevellet eo Komárom gant ar c'hêrioù-mañ :

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.