Kenemglev ar metr
Kenemglev ar metr zo ur skrid-emglev etrebroadel skrivet e galleg (Convention du Mètre) ha sinet d'an 20 a viz Mae 1875 gant 17 riez hag en deus da bal unaniñ ar pouezioù hag ar muzulioù war an dachenn etrebroadel. Adrenket e voe e 1921 gant ar 6vet CGPM. E 1960 e voe adanvet ar sistem unanennoù bet diazezet gantañ Système international d'unités (SI) ("Sistem unanennoù etrebroadel").
Tri aozadur a zo bet krouet gant ar C'henemglev :
- BIPM (Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù ; Bureau international des poids et mesures) - ur greizenn etrebroadel diwar-benn ar vetrologiezh e Sèvres e-kichen Pariz ;
- CGPM (Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù; Conférence générale des poids et mesures) - ur vodadeg dalc'het bep pevar pe c'hwec'h vloaz gant dilennidi eus an holl vroioù ezel ;
- CIPM (Kuzuliadeg Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù ; Comité international des poids et mesures) - ur guzuliadeg velestradurel en em vod bep bloaz er BIPM.
En o c'hichen ez eus dek "kuzuliadeg aliañ" ("CC"), da skouer : "Comité consultatif d'électricité et magnétisme (CCEM)".
Sinerien
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant 17 siner e voe roet lañs d'ar skrid-emglev e penn kentañ. Kresket e voe o niver betek 21 e 1900, 32 e 1950, 44 e 1975, 48 e 1997 ha 49 e 2001. E miz Here 2005 ez eus 51 siner :
- Alamagn
- Arc'hantina
- Aostralia
- Aostria
- Belgia
- Brazil
- Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon
- Bulgaria
- Chile
- Danmark
- Republik Dominikan
- Egipt
- Finland
- Frañs
- Gres
- Hungaria
- India
- Indonezia
- Iran
- Israel
- Italia
- Iwerzhon
- An Izelvroioù
- Japan
- Kameroun
- Kanada
- Republik demokratel ha poblel Korea
- Republik Korea
- Malaysia
- Mec'hiko
- Norvegia
- Pakistan
- Polonia
- Portugal
- Roumania
- Kevredad Rusia
- Serbia-ha-Tchernagora
- Sina
- Singapour
- Slovakia
- Spagn
- Stadoù-Unanet Amerika (a ra c'hoazh gant standardoù SUA)
- Suafrika
- Suis
- Sveden
- Republik Tchek
- Thailand
- Turkia
- Uruguay
- Venezuela
- Zeland-Nevez
Seitek riez all a zo kevredet gant ar C'henemglev :
- Belarus
- Costa Rica
- Ecuador
- Estonia
- Filipinez
- Hong Kong
- Jamaika
- Kenya
- Kuba
- Latvia
- Lituania
- Malta
- Panamá
- Slovenia
- Taiwan
- Ukraina
- Viêt Nam
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]