[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Petra eo an anv ofisiel? Virgin Islands of the United States neketa? E brezhoneg Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet a gav din bepred, ha titl orin ar pennad-mañ. Ac'hanta, perak mont da zivadeziñ ar pennad — hep tamm displegadenn ebet war ar marc'had — evit mont da lakaat un anvadur ijinet ha n'a ket gant an anvadur ofisiel? Adlakaat a ran ar stumm reizh kentañ da bennstumm.--Trec'hlid mitonet 6 C'hwe 2011 da 11:10 (UTC)[respont]

Meur a zoare zo d'an anv saoznek, gallout a reer lakaat an daou stumm dereat e brezhoneg, n'eo ket ret bezañ strizh-strizh a spered. http://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Inizi_Gwerc%27h_ar_Stado%C3%B9-Unanet&action=historysubmit&diff=907671&oldid=907594

Ar stumm a zisplij kement eo an hini a glot gant US Virgin Islands a gaver war un toullad dihelloù ofisiel, hag an hini implijet er wiki saoznek? ken e titl ar pennad saoznek en:US Virgin Islands, ken en anvioù ar pennadoù niverus zo er rummad en:Category: United States Virgin Islands . Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2011 da 13:38 (UTC)[respont]

Ouzhpenn se eo un anv hag a glot gant an anvioù-mañ, troet reizh:

N'ouzon ket pegen ofisiel, na hervez piv, eo an anv brezhonek Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet met kavout a ra din n'eo ket un dibab fur. Ha me 'gred em eus displeget perak. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2011 da 16:44 (UTC)[respont]

Ha ne vije ket un dibab fur en un holloueziadur diazezañ an titl war ar stumm ofisiel? Ha perak mont da gemmañ hep reiñ an disterañ displegadenn? Anez kaozeal eus ar ger "stadunanat" a zo savet fall-du-pod war ma meno, ha na dalvez ket zoken ar pezh en deus c'hoant da lavaret. Ha degas anvadurioù an Inizi Gwerc'h all, peseurt pouez? Gwechall e oa République fédérale d'Allemagne, bro diforc'h diouzh République démocratique allemande.--Trec'hlid mitonet 6 C'hwe 2011 da 17:45 (UTC)[respont]

Ret e vije gouzout eus peseurt stumm ofisiel ez eus kaoz. Stadunanat, degaset dre amañ gant Fulup, ne gavan ket fall. Met ne zisplijfe ket din lenn arguzennoù kontrol er bajenn ad hoc, evel a lavare ar c'habiten. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2011 da 17:51 (UTC)[respont]

Trawalc'h eo lenn penn krec'h ar bajenn-mañ hag ar pajennoù gouestlet d'an inizi-se er wikipedia saoznek evit gouzout eo Virgin Islands of the United States ar stumm ofisiel.--Trec'hlid mitonet 6 C'hwe 2011 da 18:12 (UTC)[respont]
The United States Virgin Islands, e saozneg, An Inizi Gwerc'h Stadunanat e brezhoneg.

Trawalc'h eo gwelout ar skeudenn-mañ e-kichen, hah al liamm-mañ gant un aozadur ken ofisiel hag ar Jusis er vro http://doj.vi.gov/ (e-touez un toullad liammoù all) evit magañ un tammig diskred. Bianchi-Bihan 6 C'hwe 2011 da 18:30 (UTC)[respont]

Iskisoc'h c'hoazh

[kemmañ ar vammenn]

Governement of the Virgin Islands of the United States, e saozneg, Inizi Gwerc'h ar Stadoù-Unanet e brezhoneg. Tennet eus ul lec'hienn ofisiel.--Trec'hlid mitonet 6 C'hwe 2011 da 19:50 (UTC)[respont]

Din-me eo sklaer: an daou anv zo, an hini ofisiel war dihelloù zo, hag an hini ofisiel all, war ur bern dihelloù all, hag an hini nemetañ implijet er wikipedia saoznek tost a-walc'h. N'eus nemet mirout anezho o-daou, e-lec'h c'hoari diverkañ an hini n'eo ket bet dibabet ganit. Bianchi-Bihan 7 C'hwe 2011 da 02:11 (UTC)[respont]
Ma'z pije sellet ouzh ar frazenn digeriñ am boa lakaet e penn kentañ, ez pije gallet lenn «anvet alies...», ha degas a ran da soñj n'eo ket me a zo bet o tiverkañ da gentañ an anv a zisplije din, te an hini eo. Arabat eilpennañ an traoù.
Hag e ken kaz ez pije c'hoant da c'houzout petra eo anv ofisiel hervez ar vonreizh e c'halli mont da welet "An ACT To revise the Organic Act of the Virgin Islands of the United States" http://www.doi.gov/oia/pdf/RevOrganicAct_1954.pdf"--Trec'hlid mitonet 7 C'hwe 2011 da 08:42 (UTC)[respont]

Iskisoc'h -iskisañ

[kemmañ ar vammenn]

War a seblant ne oar ket ar gouarnour ofisiel John P. De Jongh Junior ober gant an anv a vije "ofisiel" : http://www.governordejongh.com/index.html. Tre evel ar justis http://doj.vi.gov/, hag evel ar polis eta: http://www.vipd.gov.vi/Home.aspx . Bianchi-Bihan 7 C'hwe 2011 da 02:32 (UTC)[respont]