[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Joseph Fouché

Eus Wikipedia
Joseph Fouché taolennet evel Ministr ar Polis gant Claude-Marie Dubufe

Joseph Fouché, dug Otranto, kont Fouché, moranvet Fouché de Nantes ha Le mitrailleur de Lyon, a oa ur politiker gall a orin breizhat, ganet d'an 21 a viz Mae 1759 er Pentelloù e-tal Naoned, ha marvet d'ar 26 a viz Kerzu 1820 e Trieste. Brudet eo an doare kriz ma vougas emsavadeg Lyon e 1793, a voe kaoz dezhañ da c'hounit al lesanv Le mitrailleur de Lyon. Ministr ar Polis e voe adalek amzer Ren ar Gonsuled betek dibenn an Impalaeriezh C'hall Kentañ (1815).

E dad-kozh ne ouie ket skrivañ. Met e dad, Julien Joseph Fouché (1719-1771), a deuas da vezañ kabiten ul lestr ha gounit a reas arc'hant gant kenwerzh ar sklaved, ma c'hellas prenañ douar er Pentelloù ha 140 devezh-arat e Saint-Domingue. Mervel trumm a reas e dad war vor e 1771. Daoust ma oa berr an arc'hant gant ar vamm, Marie-Adélaïde Croizet (1720-1793), e kasas he mab da skolaj Sant-Klemez e Naoned.

E deroù an Dispac'h, adal 1788 e oa kelenner war ar fizik en ur skolaj relijiel en Arras, ma kemeras perzh er frañmasonerezh hag er Grand-Orient.[1]. Eno ivez e reas anaoudegezh gant un avokad anvet Robespierre, ha daremprediñ a reas e c'hoar Charlotte a reas[2].

D'ar 16 a viz Gwengolo 1792, d'an oad a 33 bloaz, un toullad deizioù goude bet anvet er Goñvansion vroadel, e timezas e Naoned da Bonne Jeanne Coiquaud, 29 bloaz, bet ganet e Naoned, merc'h d'un noter pinvidik.

Da gentañ edo a-du gant ar Gironde. Met votiñ a reas gant ar Montagne evit kondaoniñ ar roue Loeiz XVI d'ar marv e miz Meurzh 1793.

Evel Jean-Baptiste Carrier (1756-1794) e voe kaset da vrudañ an Dispac'h dre ar vro, da stourm ouzh an enebourien bolitikel, ha da soudardañ tud yaouank da zifenn ar Republik.

E Naoned e lakaas kraouiañ beleien ha noblañsed met ne gredas ket mont war ar maez da duta, ha distreiñ a reas da Bariz. E miz Mezheven e voe e Troyes hag e miz Gouhere e Nevers, ma voe ganet ur verc'hig anvet « Nièvre » (diwar anv an departamant nevez-krouet), hag a varvas en-bugel.

E miz Du ez eas da Lyon, adanvet Commune-Affranchie gant ar galloud nevez. Eno e roas urzh da zastum enebourien an Dispac'h, kondaonet e vezent d'ar marv, staget an eil ouzh egile dirak fozioù a gouezhent enne pa veze tennet warno gant kanolioù, ha peurlazhet e vezent gant taolioù sabrinier pe baionetez, en ul lec'h anvet plaine des Broteaux. Meur a hini a veze douaret en-vev.

Skarzhet e voe eus ar Jakobined evit bezañ bet laer ha torfedour gwadus Lyon ken e heuge Robespierre gantañ. Kemer a reas perzh e kouezhadenn ar Montagne ha hini Robespierre gant aon da vezañ dibennet evit e dorfedoù niverus.

Joseph Fouché taolennet evel "Mindrailher Lyon"

Joseph Fouché a oa deuet a-benn da dremen hebiou an holl ziskaroù strolladoù pe c'halloudoù abaoe penn-kentañ an Dispac'h, betek bezañ skarzhet eus Bro-C'hall dre m'en devoa votet marv ar roue Loeiz XVI. E-kreiz ar jeu politikel e veze dibaouez.

Da gentañ e voe ezel eus ar Gironde, goude bezañ votet marv ar roue e voe a-du gant ar Montagne. Skarzhet e voe eus ar Jakobinelezh evit bezañ bet laer ha torfedour gwadus Lyon betek lakaat Robespierre da vezañ heuget. Kemeret en devoa perzh e diskar ar Montagne ha hini Robespierre dre aon da vezañ dibennet evit e dorfedoù diniver. Ur wech pilet e ez-kamaraded e teuas a-benn da chom digastiz evel darn eus izili ar Montagne. A-vaez d'an Dispac'h en em gavas, met dont a reas a-benn da zistreiñ betek tizhout penn ar Polis kuzh evit ar Ar Bodad-ren (26 a viz Here 1795 - 9 a viz Du 1799). E-pad Ren ar Gonsuled hag an Impalaeriezh e chomas e-karg.

Goude Kampagn Rusia e komprenas e oa echu abadenn an impalaeriezh, ha kregiñ a reas da varc'hata evit aesaat donedigezh ren Loeiz XVIII.

E miz Kerzu 1808, p'edo an impalaer Napoleon Iañ o vrezeliñ e Spagn, e tostaas ouzh e enebour bras, Talleyrand, pa welent o-daou edo an impalaeriezh o vont da fall ha pa gave dezho e oa poent prientiñ an dazont, ha treiñ o chupenn.

Ne gemeras ket perzh er galloud ur wech diskaret an Impalaeriezh.

D'an 20 a viz Meurzh 1815 e oa distro Napoleon da balez an Tuileries. Ha Fouché war-dro ar polis e-pad ar Cent-Jours. E-pad m'edo an impalaer o vrezeliñ e oa Fouché e penn ar vro. Plijet-bras e oa gant e garg, gouzout a rae ne badfe ket, neuze e skoulmas darempredoù gant ar roueelourien evit saveteiñ e vuhez ha klask derc'hel ar vro en un tamm unvan.

Eil distro ar roue

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diskaret da vat e voe erziwezh goude lakaet e pleustr lezenn an 12 a viz Genver 1816, a gastize an dud o devoa votet marv Loeiz XVI.

Sabatuet e chomas Joseph Fouché pa voe bet kaset er-maez eus Bro-C'hall. Neuze e savas e vuhezskrid evit displegañ e amzer er galloud. Un doare skrivañ pro domo e voe hag a chomas hogos dianav e Bro-C'hall.

Mervel a ra e Trieste e 1820, disoñjet met gant ar priñs Jérôme Bonaparte en e c'hichen. Eñ eo a zevo e-pad pemp eurvezh paperioù Fouché hag a oa reoù gant titouroù lies ha chalus war tud pouezus ha darvoudoù Istor Bro-C'hall abaoe an Dispac'h.

Dimezioù ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Div wech e timezas Joseph Fouché.

  • E 1792 da Bonne-Jeanne Coignaud (1763–1812), ha pemp bugel o doe : Nièvre Fouché (1793–1794), Joseph-Liberté Fouché (1796–1862), dug Otranto, Armand Fouché (1800–1878), dug Otranto, Athanase Fouché (1801–1886), dug Otranto ha Joséphine-Ludmille Fouché (1803–1893).
  • E 1815 da Ernestine de Castellane-Majastres (1788–1850), tregont vloaz yaouankoc'h egetañ ; divugel e chomjont.

Ur skouer e voe Joseph Fouché evit ar politiker Perouat Vladimiro Montesinos (bet ganet en Arequipa, d'an 20 a viz Mae 1945), a oa e penn servijoù kuzh Perou, un alvokad hag ur soudard bet kondaonet e 2010 da 25 bloaz toull-bac'h a-c'houde lazhadeg Barrios Altos (3 Du 1991) ha muntr ar c'hazetenner Pedro Yauri (24 Mezheven 1992).[3].

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Jean Tulard, Le mythe de Fouché, e : Jacques Aubert, Michel Eude, Claude Goyard & al., L'État et sa police en France, 1789-1914, Genève, Droz / Honoré Champion, dastumad Publications du Centre de recherches d'histoire et de philologie de la IVe section de l'École pratique des hautes études / Hautes études médiévales et modernes (niv. 5 / 33), 1979, pp. 27-34.
  • (fr) Jean Tulard, Fouché, Paris, Fayard, 1998 (ISBN 978-2-213-59991-5)
  • (fr) Emmanuel de Waresquiel, Joseph Fouché et la question de l'amnistie des émigrés (1799-1802), en Annales historiques de la Révolution française', niv. 372,‎ Ebrel-Even 2013, pp. 105-120.
  • (fr) Emmanuel de Waresquiel, Fouché : les silences de la pieuvre, Paris, Tallandier, 2021 (ISBN 979-10-210-4890-4)
  • (fr) Emmanuel de Waresquiel, Fouché. Dossiers secrets, Tallandier, 2017 (ISBN 979-10-210-2819-7)
  • (de) Stefan Zweig (1929), Joseph Fouché – Joseph Fouché. Bildnis eines politischen Menschen ; (fr) Les grandes biographies, Le Livre de poche, 2014 (ISBN 978-2-253-08866-0)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Emmanuel de Waresquiel, Fouché - Dossiers Secrets, Taillandier 2017.
  2. Meneget e Joseph Fouché, gant Jean Tulard (Fayard), diwar eñvorennoù Charlotte.
  3. (fr) France Inter, 1 a viz Meurzh 2008, Pérou : Fujimori et Montesinos, le couple infernal.