[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

John Boorman

Eus Wikipedia
John Boorman
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denJohn Boorman Kemmañ
Anv-bihanJohn Kemmañ
Anv-familhBoorman Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 Gen 1933 Kemmañ
Lec'h ganedigezhShepperton Kemmañ
BugelCharley Boorman, Telsche Boorman, Katrine Boorman Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetalamaneg, saozneg Kemmañ
Bet war ar studi eSalesian School, Chertsey Kemmañ
Honorific prefixSir Kemmañ
Deroù ar prantad labour1962 Kemmañ
Rummad tostCategory:Films directed by John Boorman Kemmañ
John Boorman e miz Gwengolo 2006

John Boorman a zo ur filmaozer, produer, eilproduer, senarier ha c'hoarier breizhveuriat, ganet d'an 18 a viz Genve 1933 e banlev Londrez e Shepperton (Rouantelezh Unanet) er Middlesex.


Ul lodenn eus e vugaleaj a dremen John Boorman e-touesk ar Jezuisted, met puket eo e yaouankiz dreist-holl gant ar bombezadegoù e-pad an eil brezel-bed, trubuilh a vo eñvoret diweshatoc'h en e film Hope and Glory (Goanag ha Gloar), an hini emvuhezañ e holl filmadurezh. Levezonet e voe kalz gant oberenn Carl Gustav Jung, e zamkanadenn war ar gwengeloù e-giz diazezoù bev ar gevredigezh hag ar psikologiezh hiniennel ha strollel peurgetket, mennozh a dreuzpar en Excalibur (kaledvoulc'h) da skouer. Ouzhpenn-se e laka oberenn John Boorman keñver-ha-keñver skeudenn ar gwengeloù gant ar gwirvoud, o klask a wechoù o disevel pe lakaat war wel o goulloder. Mojenn ar goueziad mat a zo bet gwall lakaet gant Deliverance (Dieubidigezh), da skouer, a ziskouez penaos e c'hell un dro-vale war ganoe he fal ekologel donet da vout un distro d'ar gouezder-orin e-kreiz un natur enebour.

D'e driwec'h bloaz e teu da vezañ filmvarnour e kelaouennoù arbenniket hag e kemer perzh da abadennoù skingomz zo war an heñvelep danvez. E 1955 eo frammer evit ur chadenn skinwel prevez, goude e sav teulfilmoù evit ar Sourthern Television. Er BBC e sav un heuliad poltredoù diellek, Citizen 63 ha The Newcomers en o zouesk.

Savet en deus e film hir kentañ, Catch us if you can, (Tap ac'hanomp ma c'hellez), e 1965. Bec'h ar film-mañ a laka anezhañ da vont da labourat d'ar Stadoù-Unanet e-lec'h ma leurenn Point Blank ha Hell in the Pacific (Ifern er meurvor Habask) a laka anezhañ da zont da vout brudet er bed a-bezh. Distroet da Vreizh-Veur e seven Leo the last, ar film a dapas Priz al leurennañ gantañ e Cannes e 1970. War-lerc'h e sav Deliverance (Dieubidigezh), Zardoz ha Exorcist II : The Heretic (Ar Stolier 2 : an disivouder) a gadarna e vrud a filmaozer meur. O sevel filmoù leun a feulster hag hollwashaer an holl anezho e taolenn ur bed didoue e-lec'h m'emañ Mab-Den, kondaonet da gantren, o stourm a-enep d'an Droug.

Buhez prevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Daou bugel en deus bet John Boorman : Charley Boorman, c'hoarier ha reder-bro, ha Telsche Boorman, senarierez ha c'hoarierez saoz ganet e 1957 e Londrez hag aet da anaon d'an 11 a viz C'hwevrer 1996.

E miz Du 2008 e kas keloù e fell dezhañ sevel ur film bevaat awenet gant romant L. Frank Baum, Strobineller Oz.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]