[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jogaila

Eus Wikipedia
Jogaila

Jogaila Algirdaitis, anavezet e poloneg evel Władysław II Jagiełło, ganet e Vilnius e 1351 (marteze ha da nebeutañ a-raok 1362) , ha marvet e 1434 e Gródek Jagielloński, a oa dug-meur Lituania eus 1377 betek 1392, ha roue Pologn adalek 1386 betek e varv.

Pagan e oa, hag e 1386 , pa oa 35 bloaz, e voe badezet hag anvet « Ladislas » pe « Vladislav » (poloneg Władysław Jagiełło) ha dilennet ivez da roue Polonia. Dimeziñ a reas d'an 18 a viz C'hwevrer 1386 e Kraków da Jadwiga Anjev, plac'h a 14 vloaz.

Bez e voe unan eus 24 den a ziazezas Urzh an Aerouant da zifenn ar gristeniezh ouzh an Durked.

Mab e oa da Algirdas (pe Olgierd), dug Lituania (1345-1377). En 1410 e voe trec'h Ladislas, gant e gevredidi lituaniat, ha gant Moldaved ha Tatared, war varc'heien an Urzh Teutonek en emgann Grunwald .