[go: up one dir, main page]

Mont d’an endalc’had

Jean-Jacques Rousseau

Eus Wikipedia
O treiñ ar pennad-mañ emeur
→ Evit gouzout hiroc'h sellit ouzh ar bajenn gaozeal ; evit kenderc'hel da dreiñ klikit war kemmañ ha kendalc'hit da lakaat e brezhoneg al lodennoù chomet en ur yezh all.
Poltred Jean-Jacques Rousseau e 1753 pa oa eñ 41 vloaz.

Jean-Jacques Rousseau a oa ur prederour swis, ganet d'an 28 a viz Even 1712 hag aet da Anaon d'an 2 a viz Gouere 1778. Brudet eo bet dre skrivañ Les Confessions. Mennozhioù ha prederiadennoù Jean-Jacques Rousseau a oa ul lodenn eus al luskad ar Sklêrijennoù. Skeud e soñjoù a c'holoas ivez an Dispac'h gall. Hiziv-an-deiz c'hoazh e vez skeud Rousseau war tachennoù lies evel ar politikerezh, an ekonomiezh hag an deskadurezh.

E-pad an Dispac'h gall, Rousseau a oa brudet mat evel prederour e-touez izili ar C'hlub Jakobin. Interet e vo evel un haroz broadel er Panthéon e Pariz, e 1794, 16 vloaz goude e varv.

Rousseau a voe ganet e Geneva, a oa ur gêr-Stad protestant keneilet gant Kevredad Suis. Abaoe 1536, Geneva a oa ur Republik Huguenot hag ul lec'h diazez er C'halvinism. Pemp remziad a-raok ganedigezh Rousseau, e hendad Didier, ur gwerzher levrioù en dije bet embannet traktoù protestant, ha deuet e vefe a-benn da derc'hout rak ar c'hallaoued katolik en ur vont da Geneva e 1549. Eno e oa deuet da vezañ tavarnoour.

An ti lec'h ma oa bet ganet Rousseau e Geneva, en 40 Grande Rue

Rousseau a oa lorc'hus eus e familh, unan klasad kreiz, hag he devoa ar gwir votiñ er gêr. E vuhez pad, e sine darn e levrioù gant an droienn "Jean-Jacques Rousseau, Keodedour Geneva". Geneva, d'ar mare-se a oa sañset bezañ un demokratelezh gant ur gouarnamant dilennet gant keodedourien paotred. Ar c'heodedourien a oa iezl o niver e-touez an annezidi kêr keñveriet gant an niver a enbroidi.

Sellout ouzh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]